An nazisploitation, nazi exploitation pe nazi porn zo un doare filmoù kemmesk etre filmoù istorel, filkmoù spont ha filmoù erotek, ma weler nazied o jahinañ tud en un doare kriz, revel alies, e kampoù-bac'h, toulloù-bac'h pe c'hoazh fouzhlec'hioù. Istorioù damheñvel a gaver e darn eus ar filmoù-se : merc'hed bac'het, raloc'h a wezh reoù o labourat e fouzhlec'hioù nazi, a vez jahinet ha mac'hagnet pe lazhet en un doare gwadus (gore e saozneg).
Ar film brudetañ en doare-se a voe savet e Kanada : Ilsa, She Wolf of the SS a oa bet embannet e 1975[1]. Gwerzhet mat e voe betek dont da vezañ un heuliad filmoù. Ur wech gwelet e oa bet rastellet kalz arc'hant gant Ilsa evit ur priz sevel marc'had-mat e voe adkemeret an doare filmoù-se, en Italia dreist-holl. Daoust ma chome an heuliad filmoù Ilsa unan a zegase arc'hant, an degadoù all bet savet war ar patrom-se a voe c'hwitadennoù arc'hantel. Betek kreiz ar bloavezhioù 1980 e voe produet an doare filmoù-se a-raok mont da get.
Ar filmoù nazisploitation zo reoù gant aktourien dianav, hag ur voujedenn vihan. Klasket e vez bamañ an arvesterien gant merc'hed noazh, feulster gwadus hag aergelc'h an Eil Brezel-bed e-kostez an nazied SS. Tabut bras ao bet tro-dro d'ar filmoù-se, o klask daoust ha ne oant ket "bruderezh" evit an trede Reich.
Dyanne Thorne zo chomet brudet-mat evit bezañ an aktourez diazez en doare filmoù-se.
Reoù erotek peurliesañ e vez ar filmoù doare nazisploitation. Un nebeud filmoù pornografek zo bet savet war ar memes patrom met n'int ket lakaet en is-rann sinema-se.
Un is-rann lennegel a vez liammet ouzh an nazisploitation. En Israel nemetken, er bloavezhioù 1960, ar Stalag fiction a oa levrioù-godell gwerzhet a-leizh. E-pad an nazi Adolf Eichmann e 1961 e oa kroget da ziwan. Kantadoù a viliadoù a levrioù eus al lennegezh-se a oa bet gwerzhet. Diazezet e oa darn anezho war batrom House of Dolls gant Ka-tzetnik 135633. Kontañ a ra istor ur plac'hig yuzev rediet da labourat evel gast er Joy Division (Bloc'h 24) kamp Auschwitz.