Rann eus | Islamic Revolutionary Guard Corps |
---|---|
Deiziad krouiñ | 1988 |
Implij | Extraterritorial operation, special operations |
Anv ofisiel | نیروی قدس |
Designated as terrorist by | Israel |
Anvet diwar | Jeruzalem |
Den e penn an aozadur | Commander of Quds Force |
Prezidant | Esmail Ghaani |
Stad | Iran |
Lec'h | Iran |
Sez sokial | Tehran |
Commanded by | Ahmad Vahidi, Qassem Soleimani, Esmail Ghaani |
Nerzhioù Al-Qods (Perseg: نیروی قدس Nīrū-ye Qods, pe سپاه قدس Sepāh-e Qods) a vez graet eus un aozadur nerzhioù a-ratozh eus Iran, skour oberiadurioù etrebroadel Gwarded ar Reveulzi. Nerzhioù Al-Qods a vez suj da penn-bras Iran, Ali Khamenei. Pennofiser an nerzhioù Al-Qods a zo Esmail Ghaaniar abaoe lazhadenn ar Major Jeneral Qasem Soleimani e 2020. Diaes meurbet eo da gaout ur mennozh eus an niver a izili en aozadur-se. E 2007 e oa istimet un hollad 15 000 soudard. War listenn an aozadurioù sponterezh pe harp d'ar sponterezh hervez SUA eo nerzhioù ispisial Al-Qods abaoe 2007.
Anv an nerzhioù Al-Qods a zo awenet gant anv arabeg Jeruzalem: Al-Quds pe Al-Qods. An nerzhioù Al-Qods a oa bet krouet e-pad ar Brezel Iran-Irak evel nerzh ispisial da ziwall an harzoù evit an aozadur Lu Gwarded ar Reveulzi Islamek. E-pad ha goude ar brezel e voe roet harp ha stummadur d'ar C'hurded o stourm a-enep Saddam Hussein gant an nerzhioù ispisial Al-Qods. E 1982, unvezhioù Al-Qods a vez kavet e Liban, ar re-se a vezo mammenn d'an aozadur stourm Hezbollah.
An nerzhioù Al-Qods a zo ledet war un dousennad bro hervez an ofiser spiañ amerikan David Dionisi, an nerzhioù a zo rannet hervez 8 tachenn obererezh:
Abaoe ma oa lakaet e-penn an aozadur Qasem Soleimani etre 1997 ha 1998 e oa kalz war-gresk pouezh an nerzhioù Al-Qods er stourmoù lies ha garv a gaver er reter neshañ. Deuet e oa da vezañ an nerzhioù ispisial-se gant o fennofiser ur c'hendivizer diazez evit ar brezelioù lies er c'horn-bro (Siria, Irak...). Lazhet e oa Qasem Soleimani gant un dron amerikan d'an 3 a viz Genver. Esmail Ghaani en deus kemeret e lec'h.
An nerzhioù Al-Qods a zo enebourien daonet d'ar Stad Islamek. Er bloavezh 2014, unvezhioù d'an nerzhioù Al-Qods a voe kaset da Irak evit bezañ penn d'an oberiadurioù brezel kaset da benn gant Iran a-enep ar Stad Islamek. Iran en devoa kaset tri batalhion Al-Qods evit sikour gouarnamant Irak da dalañ ouzh tagadenn Norzh Irak gant ar Stad Islamek e 2014. Betek 40 ofiser Al-Qods a gemeras perzh e Eil emgann Tikrit (Meurzh 2015), gant e-penn ar strollad ar Jeneral Qasem Soleimani .