Nerzhioù ispisial pe nerzhioù a-ratozh zo unvezioù lu pe bolis gourdonet evit kas da benn oberiadurioù arbennik.
Hervez termenadur an NATO ez eo an oberiadurioù brezel arbennikaet « obererezhioù milourel kaset da benn gant nerzhioù dibabet, aozet, gourdonet ha dafaret, gant izili dibabet, oc'h implijout kadoniezhioù, teknikoù, ha doareoù implij digustum ».
E penn-kentañ an XXvet kantved e voe krouet an nerzhioù ispisial, gant ur c'hresk anat e-pad an Eil Brezel-bed. Pep arme vras engouestlet er brezel a oa bet rediet da sevel unvezioù gouestlet da oberiadurioù arbennikaet a-dreñv al linennoù difenn enebour.
Hervez ar vro, an nerzhioù ispisial a c'hell bezañ implijet evit kefridioù disheñvel, evel tagadennoù dre an aer, enep-emsavadegiñ, "enep-sponterezh", difenn tiriad diabarzh ar vro, oberiadurioù-kuzh, tagadennoù berr, saveteiñ mac'hiaded, chaseal palioù pouezus- chaseal denel, obererezhioù spiañ, oberiadurioù fiñval, hag oberiadurioù brezel amreizh.
An termenadur nerzhioù ispisial a zo disheñvel hervez ar vro :
Kefridioù an nerzhioù ispisial a c'hell bezañ lies evel :