Krogit e-barzh ! Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ. Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Ur vered ag ar Brezel bed kentañ eo. Digoret e voe evit lakaat ar soudarded kanadian lazhet e miz Ebrel 1917 e-pad Emgann Krec'h Vimy. Korfoù all a voe douaret enni e 1918, 1931 ha 1947. Enni ez eus bep a vaen a-ratozh evit degas soñj eus 29 soudard kanadian all, kollet o bezioù e Givenchy-en-Gohelle. Enni eo bet douaret ar Private Charles Milligan, 10th Bn, Cameronians (Scottish Rifles), bet fuzuilhet e miz Even 1917 evit bout dizertet. Diwar an 2 965 soudard douaret er vered, n'eus nemet 820 anezhe o vout anavezet [2][3].
Bered ar C'hommonwealth: "Givenchy Road Canadian Cemetery"