Nevis zo unan eus inizi an Antilhez Bihanañ, er Mor Karib, hag ar stad vihanañ kevredet e kevredad Saint Kitts ha Nevis.
E-kerzh eil beaj Kristoc'h Koulm e 1498 e voe dizoloet gantañ un enezenn hag a anvas "Nieves" (abalamour da « Nuestra Señora de las Nieves » (da lavarout eo Itron Varia an Erc'h). Pa zeuas ar Saozon da chom enni e voe troet an anv ganto da "Nevis".