Niqqud

An Niqqud (pe Nikkud) a zo anv ur sistem implijet gant al lizherenneg hebraek evit diskwel dre skraboù ha pikoù penaos e vez distaget ar vogalennoù. Meur a sistem a oa bet ijinet er Grennamzer, met ar sistem a vez implijet c'hoazh hiziv eo an hini bet ijinet gant ar vasoreted a Diberia hag a vez graet tiberek outañ.

Sinoù bihanoc'h evit ar c'hensonennoù eo an niqqud ha skrivet e vezont a-is ha tro-dro dezho evit chom hep kemm stumm ar gerioù skrivet gant lizherennoù a ra dave d'ar c'hensonennoù nemetken.

Kudennoù a van c'hoazh evit diskwel war skramm an urzhiataerioù an niqqud e lec'h ma rankfent bezañ a-is d'ar c'hensonennoù, hag aliezik a-walc'h e vezont gwelet war o lerc'h evel en daolenn-mañ a-is.

Kemm-digemm eo an doare da distagañ pep vogalenn hervez pep hengoun yezhel. Roet e vez amañ an distagadur hervez an hebraeg a-vremañ evel ma vez komzet ez ofisiel en Israel.

Sin Hebraeg tiberek Hebraeg a-vremañ
בְ šəwâ. Treuzlizherennet ə Distaget /ə/, pe mut. שְׁווָא šəva, aliesoc'h chva. Treuzlizherennet ez ofisiel ə Distaget /ə/ pe mut, treuzlizherennet aliesoc'h e, pe ' pe ne vez ket skrivet. .
חֱ חֲטֶף סְגוֹל ḥăṭep̄ səḡôl. Treuzlizherennet ĕ Distaget /ɛ/). חֲטַף סֶגּוֹל ḥataf seggol, aliesoc'h c'hataf segol, ivez seghol berr. Treuzlizherennet e Distaget /e/).
חֲ חֲטֶף פַּתַח ḥăṭep̄ páṯaḥ. Treuzlizherennet ă Distaget /a/. חֲטַף פַּתַח ḥataf pátaḥ, aliesoc'h c'hataf pátac'h, ivez pathac'h berr. Treuzlizherennet a Distaget /a/.
חֳ חֲטֶף קָמֶץ ḥăṭep̄ qāmeṣ. Treuzlizherennet ŏ Distaget /ɔ/. חֲטַף קָמָץ ḥataf qamaẓ, aliesoc'h c'hataf kamatz, pe qamets berr. Treuzlizherennet o Distaget /o/.
בִ ḥîreq. Treuzlizherennet i Distaget /i/ pe í Distaget /iː/). ḥiriq, aliesoc'h chirik. Treuzlizherennet i Distaget /i/.
בִי חִירֶק מָלֵא ḥîreq mālê. Treuzlizherennet î Distaget /iː/). חִירִיק מָלֵא ḥiriq male, aliesoc'h chirik malei. Ivez hiriq yod. Treuzlizherennet i Distaget /i/.
בֵ צֵרֵי ṣērê. Treuzlizherennet ē /eː/). ẓere, aliesoc'h tzeirei. Treuzlizherennet e Distaget /e/.
בֵי, בֵה, בֵא צֵרֵי מָלֵא ṣērê mālê. Treuzlizherennet ê /eː/). צֵירֵי מָלֵא ẓere male, aliesoc'h tzeirei malei, ivez tsere yod. Treuzlizherennet e Distaget /e/, met aliesoc'h ei /ei/.
בֶ סְגוֹל səḡôl. Transliterated e Distaget /ɛ/ pe é Distaget /ɛː/. סֶגּוֹל seggol, aliesoc'h segol. Treuzlizherennet e Distaget /e/.
בֶי, בֶה, בֶא סְגוֹל מָלֵא səḡôl mālê. Transliterated /ɛː/). סֶגּוֹל מָלֵא seggol male, aliesoc'h segol malei, ivezseghol yod. Treuzlizherennet e Distaget /e/, met gant י aliesoc'h ei Distaget /ei/).
בַ פַּתַח páṯaḥ. Treuzlizherennet a Distaget /a/ pe á Distaget /aː/). פַּתַח pátaḥ, aliesoc'h pátac'h. Treuzlizherennet a Distaget /a/.
בַה, בַא פַּתַח מָלֵא páṯaḥ mālê. Treuzlizherennet Distaget /aː/. פַּתַח מָלֵא pátaḥ male, aliesoc'h pátac'h malei. Treuzlizherennet a Distaget /a/.
בָ קָמֶץ גָּדוֹל qāmeṣ gāḏôl. Treuzlizherennet ā /ɔː/). qamaẓ gadol, aliesoc'h kamatz gadol, a-wechoù ivez qamets. Treuzlizherennet a Distaget /a/.
בָה, בָא qāmeṣ mālê. Treuzlizherennet â Distaget /ɔː/. qamaẓ male, aliesoc'h kamatz malei, ivez qamets he. Treuzlizherennet a Distaget /a/.
בָ qāmeṣ qāṭān. Treuzlizherennet o Distaget /ɔ/. qamaẓ qatan, aliesoc'h kamatz katan, ivez qamets hatuf. Treuzlizherennet o Distaget /o/.
בֹ ḥōlem. Transliterated ō Distaget /oː/. ḥolam, aliesoc'h cholam. Treuzlizherennet o Distaget /o/.
בוֹ, בֹה, בֹא ḥōlem mālê. Treuzlizherennet ô Distaget /oː/. ḥolam male, aliesoc'h cholam malei. Treuzlizherennet o Distaget /o/.
בֻ qibbûṣ. Treuzlizherennet u Distaget /u/ pe ú Distaget /uː/. qubbuẓ, aliesoc'h kubutz. Treuzlizherennet u Distaget /u/.
בוּ šûreq. Treuzlizherennet û Distaget /uː/). šuruq, aliesoc'h shuruk. Treuzlizherennet u Distaget /u/.
בּ dāḡēš. N'eo ket hennezh ur vogalenn. Talvezout a ra da diswel e rank ar gensonenn bezañ distaget div wech (kreñvaat) . dageš, aliesoc'h dagesh. Ar sin-mañ ne chench netra e-keñver distagadur ar gensonenn hervez distagadur an darn vrasañ eus Israeliz a-vremañ. Daoust ma cheñche distagadur ar c'hensonnenoù en hebraeg ar Bibl eo deuet da vezañ hiziv kentoc'h ur sin reizhskrivañ.
שׁ Šin dot. N'eo ket hennezh ur vogalenn. Talvezout a ra da diswel e rank ש bezañ treuzlizherennet š ha distaget /ʃ/. Shin pik. Diskwel a ra e rank ש bezañ treuzlizherennet š ha distaget /ʃ/, treuzlizherennet aliesoc'h sh.
שׂ Śin pik. N'eo ket hennezh ur vogalenn. Talvezout a ra da diswel e rankש bezañ treuzlizherennet ś ha distaget /ɬ/. Sin pik. Talvezout a ra da diskwel e rank ש bezañ treuzlizherennet s ha distaget /s/.

---