Niš

Kêr Niš

Niš (skrivet Ниш el lizherenneg kirillek, distaget [nîːʃ] e serberg), zo ur gêr vras e kreisteiz Serbia. An trede kêr vrasañ eo e Serbia, goude Belgrad ha Novi Sad.

Da vare niveradeg 2011 e oa poblet gant 183 164 a dud, ha gant Niš asambles gant ar c'hêrioù tro-dro e oa 187 544 a annezidi.

Unan eus kêrioù koshañ ar Balkanioù eo Niš hag a-gozh e seller outi evel un nor etre ar Reter hag ar C'hornôg. Roud a gaver anezhi, gant an anv Navissos, d'ar mare ma oa pobl ar Scordisci en tolead, e 279 kent JK, goude aloubadeg ar Balkanioù gant ar C'halianed. Aloubet e voe gant ar Romaned ivez, e 75 kent JK. Ganto e veze anvet Naissus. Er gêr-se e voe ganet Kustentin Veur, kentañ impalaer kristen an Impalaeriezh Roman ha diazezer Kergustentin, koulz ha daou impalaer roman all, Constantius III ha Justinus Iañ. E-kichen e c'hoarvezas Emgann Naissus, etre Goted ha Romaned, e 268 pe 269. E Niš e kaver unan eus koshañ ilizoù kristen Serbia, eus ar IVe kantved.

Unan eus pennañ kreizennoù greantel Serbia eo Niš. Anv an impalaer roman Kustentin Veur zo bet lakaet d'an aerborzh etrebroadel a zo enni.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.