No man's land

Ur gartenn-bost anvet "crossing no man's land" o taolenniñ un argadenn Saoz e-pad ar C'hentañ Brezel-bed

No man's land ("douar didud") a vez graet eus un tamm douar dizud pe c'hoantaet gant meur a du enebet met dilaosket dre aon pe dre zic'hallusted d'e zerc'hel. An termenadur a oa bet implijet da gentañ evit termeniñ un tamm douar arzaelet pe un tamm douar dilaosket etre domanioù an aotrouien er Grennamzer. An dalvoudegezh vodern, a chom stag gant ar C'hentañ Brezel-bed evit diskrivañ an douaroù a oa etre ar fozioù-difenn hag a chome hep perc'henn. Skeudenn an no man's land a zo unan spouronus dre an niver a c'holloù soudarded a vez en ur dreuziñ anezhañ e-pad tagadenn an talbenn enebour pe dre an aon da welet soudarded enebourien chomet kuzh betek-en o tont war-wel tost diouzh lec'hioù difenn ar soudarded.

No man's land termenadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Termenadur trevour

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bez No Man's Land e Elmwood Cemetery lec'h-koun ar re marvet gant an derzhienn velen veur

An termenadur no man's land a zo bet adkemeret er vuhez foran gant ur ster dammheñvel ouzh hini ar bed milourel. Ar pal a zo pe da lakaat war-raok ez eo dizud ul lec'h, pe ez eo dizud ha distrujet. Mamennoù implij an termenadur No man's land a zo lies a-benn neuze: pe dre obererezh ur c'hleñved-red, an dilabour, un hin re ziaes evit Mab-Den, ul lec'h saotret (Tchornobyl), ul lec'h dilaosket.

Kartenn No Man's Land Oklahoma

E stad Oklahoma er Stadoù-Unanet Amerika e vez implijet an termenadur No man's land evel unan eus bed ar Gwir. Talvezout a ra evit diskrivañ un dachenn hag a zo diberc'henn pe a rank chom diberc'henn.