Noal-Muzilheg

Noal-Muzilheg
Noal-Muzilheg
Ardamezioù
Anv gallaouek Nóyau-Mezuliac
Anv gallek (ofisiel) Noyal-Muzillac
Bro istorel Bro-Gwened
Melestradurezh
Departamant Mor-Bihan
Arondisamant Gwened
Kanton Muzilheg
Kod kumun 56149
Kod post 56190
Maer
Amzer gefridi
Patrick Beillon
2014-2026
Etrekumuniezh Kumuniezh kumunioù Gwareg Su Breizh
Bro velestradurel Bro Gwened
Lec'hienn Web (fr)www.noyal-muzillac.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 2 520 ann. (2020)[1]
Stankter 52 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 35′ 33″ Norzh
2° 27′ 19″ Kornôg
/ 47.5925, -2.45527777778
Uhelderioù kreiz-kêr : 40 m
bihanañ 7 m — brasañ 87 m
Gorread 48,89 km²
Lec'hiañ ar gêr
Noal-Muzilheg

Noal-Muzilheg a zo ur gumun eus Breizh e Kanton Muzilheg e departamant ar Mor-Bihan.

  • War lez an Tohon emañ Noal.
  • Erwan Vallerie (1995) ː Noial, XIIt; Nuial, XIIt; Noyal prope Musuillac, 1287; Noyal Musuillac, 1587; Noyal Musuillac, 1453

"benet; ouzh 1, en gul e leonparzh-leonek en erminoù; ouzh 2, en argant e deir dreustell en sabel".

Diwar familhoù de Muzillac ha le Closne.

  • Abati Redon a berc'hennas douareier e Noal-Muzilheg e 1019 hag Abati Lokentaz a savas ur prioldi war zouareier ar gumun, e Bourjerel.
  • Mervel a reas 129 gwaz eus ar gumun abalamour d'ar brezel,da lâret eo 5,73 % eus he foblañs e 1911[4].
  • Mervel a reas eizh den ag ar gumun abalamour d'ar brezel

[4].

Brezelioù didrevadenniñ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Mervel a reas daou waz, hag unan all en AFN[4].

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Ur velin-avel.
  • Iliz katolik Sant Varzhin.
  • Chapel Intron-Varia Gerio: Mojenn. Yann-Vari ar Bod-derv, ur paotr 17 vloaz eus Koadkistin e parrez Noal-Muzilheg a embannas bout gwelet ar Werc'hez Vari. E kêriadenn Gerio a zo war hent gevred ar bourk eo e c'hoarvezas: ur chapel a zo bet savet eno e 1882. «Pediñ a ri evit Breizh» he dije-hi lavaret dezhañ. Ar paotr avat ne ouie ket petra eo «Breizh» evel kalz eus e genvroiz dic'houzvez zoken war anv o bro.
  • Monumant ar re varv er vered, luc’hskeudenn[5].
  • Plakenn ar re varv (1914-1918) en iliz katolik, luc’hskeudenn[6].

Demografiez abaoe 1962

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver a annezidi

  • Ur skol divyezhek a zo eno abaoe 2022.
  • E distro-skol 2024 e oa enskrivet er c'hlasoù divyezhek 38 skoliad (9,9 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[7]

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ardamezeg ar familhoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
de Beaulac

Aotrounez Roc'helmer

En argant e groaz pavek en sabel
de Carné

Aotrounez al lec'h se e Noal-Muzilheg

En aour e ziv dreustell en gwad

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fr)Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
  • (br)Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
  • (fr)Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes du Morbihan. 1999

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. (fr)Cassini - EHESS - Noal-Muzilheg - Fichenn ar gumun
  3. (fr)Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 241
  4. 4,0 4,1 ha4,2 (fr)Memorialgenweb
  5. (fr)Memorial Genweb
  6. (fr)Memorial Genweb
  7. (br)Kelenn