Nordeste (Brazil)

An Nordeste, rannvro enni 9 stad e biz Bro-Vrazil.

Nordeste (biz) eo an anv roet d’ur rannvro eus Brazil, enni 9 Stad, e biz ar vro, hag o-nav sko ouzh arvor ar Meurvor Atlantel.

An nav stad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Stadoù an Nordeste hervez urzh an eurioù
  • ██ 1. Maranhão
  • ██ 2. Piauí
  • ██ 3. Ceará
  • ██ 4. Rio Grande do Norte
  • ██ 5. Paraíba
  • ██ 6. Pernambuco
  • ██ 7. Alagoas
  • ██ 8 Sergipe
  • ██ 9. Bahia
  • Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    A-raok donedigezh tud Europa e oa annezet ar vro gant pobloù "tupi". Kentañ lec'hioù dizoloet gant Europiz e Brazil eo re arvor an Nordeste, ar re dostañ eus Europa, hag eus aodoù Afrika darempredet gant Portugaliz. D'an 22 a viz Ebrel 1500, e tegouezhas Pedro Álvares Cabral gant 1 500 a dud e Porto Seguro, e stad Bahia.

    Koad-Brazil, korz-sukr ha sklaved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Da gentañ e teuas Europiz da gerc'hat koad Brazil (pau Brasil, e portugaleg) , hag a veze implijet d'ober gwaregoù da son rebed (dreist-holl ar ouenn anvet Pau de Pernambuco) ha d'ober livaj ruz. Ouzhpenn e kave d'an dud e oa mat ouzh an naplez.

    Soudarded eus broioù evel Bro-C'hall a oa displijet ken e oant gant emglev Tordesillas, ma'z embanne ar pab spagnol Alesant VI e 1493 e oa rannet Suamerika etre Spagnoled ha Portugaliz. Ar re-se a veze dizehan o klask aloubiñ tachennadoù eus ar vro da laerezh ar c'hoad prizius.

    Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Nordestinos a vez graet eus tud ar vro, brudet da vezañ an hini baourañ e Brazil.

    Lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    • En Europa ec'h anavezer romantoù Jorge Amado n'int ket holl diwar-benn kêr Salvador da Bahia, darn anezho zo diwar-benn kêrioù bihanoc'h eus an 'Nordeste'. N'anavezer ket ar varzhed ha skrivagnerien all, brudet e lennegezh portugalek Brazil.