Krogit e-barzh ! Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ. Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Noyon zo ur gumun ha penn-lec'h kanton eus Bro-C'hall, e departamant an Oise.
Hermelandus, ur sant frank, ganet war-dro 640, ha marvet war-dro 720. Hermeland ha Herblain, Herbland, Erbland a vez graet anezhañ e galleg ivez. E brezhoneg e veze lavaret Hermelen. A-wechoù e vez droukvesket e anv gant hini sant Herbod. Anavezet eo e vuhez dre ar skrid latin Vita Hermelandi. En eskopti Naoned e vez lidet d'ar 25 a viz Meurzh.
Jean Calvin, ganet e Noyon d'an 10 a viz Gouere 1509, marvet e Geneva e 1564.