Deiziad krouiñ | 4 C'hwe 1938 |
---|---|
Anv berr | OKW |
Brezel | talbenn Europa an Eil Brezel-bed |
Skour lu | Wehrmacht |
Den e penn an aozadur | Chief of the High Command of the Armed Forces |
Stad | Trede Reich |
Sez sokial | Maybach I and II |
Erlec'hiañ a ra | Ministry of the Reichswehr |
Deiziad divodañ | 8 Mae 1945 |
Commanded by | Wilhelm Keitel |
An Oberkommando der Wehrmacht (brezhoneg : "Penn uhelañ an nerzhioù armet"), berraet en OKW, a oa ul lodenn eus framm gourc'hemenniñ ar Wehrmacht (nerzhioù armet) an Trede Reich e-pad an Eil Brezel-bed. Krouet e 1938, an OKW a oa da vezañ mestr war al lu alaman, ar Kriegsmarine (morlu Alamagn) ha war al Luftwaffe (aerlu Alamagn).
Chikan a oa etre skourioù disheñvel an nerzhioù armet ha dreist-holl ar skourioù gourc'hemenniñ, dreist-holl gant an Oberkommando des Heeres (pe OKH), setu penaos ne oa ket deuet a-benn ar raktres o welet an OKW evel penn uhelañ gourc'hemenniñ an holl nerzhioù armet unvanet alaman.
Memestra e oa deuet a-benn da vezañ an diaz evit sevel oberiadennoù brezel o welet an teir skour o kenlabourat asambles. E-pad ar brezel an OKW, a oa suj d'ar Führer Adolf Hitler evel penn uhelañ gourc'hemenniñ nerzhioù ar Wehrmacht, hemañ o kemer muioc'h-mui a c'halloud war an aozadur.
E 1942 an OKW a oa e karg eus an holl tachennoù brezel nemet an hini pouezusañ, Talbenn ar Reter o welet Alamagn an Trede Reich hag e harperien en ur brezel holl a-enep an Unvaniezh soviedel. Hitler a dennas gounid eus ar chikanioù dizehan etre pennoù an OKW hag etre an OKW ha peurest pennoù an nerzhioù armet alaman evit bezañ a-benn ar fin an hini o reiñ an urzhioù.
An OKW a oa bet krouet adal un urzh eus ar Führer d'ar 4 a viz C'hwevrer 1938 goude afer Blomberg-Fritsch, evit kemer plas ministrerez brezel ar Reich (Reichskriegsministerium). Adolf Hitler a oa mennet gant talañ ouzh an ofiserien a renk uhel killstourmerien a-fed e politikerez impalaeriel hag aloubiñ o tont. Da geñver al lec'hioù gourc'hemenniñ all alaman, an OKW a oa bet krouet gant Hitler hag evit servij e selloù.
Tamm-ha-tamm e oa bet troet al lec'h gourc'hemenniñ d'un ardivink evit lakaat e urzhioù da vezañ sentet en holl skourioù eus nerzhioù armet Alamagn an Trede Reich.