An oferenn ([o'fern], [u'vern]) eo anv al lid pouezusañ er relijion gristen. An oferenn zo ul lid liturgiezh ma lid ar beleg pe ar veleien e karg Sakramant an Aoter. Pa vez oferennoù-lid e c'hall bezañ meur a oferenner. Lavaret e vez an oferenn en un iliz peurliesañ, pe en ur chapel, hervez unan eus al lidoù degemeret gant unan eus an ilizoù kristen : al lid roman, bizantat, armenian, luterian, anglikan...
Gallout a ra an oferenn bezañ lidet bemdez gant pep beleg, war-bouez Da Wener ar Groaz, met ivez da-geñver sakramantoù all (badeziant, eured, kouzoumenn, urzhiadur ur beleg), da vare lidoù sakramantel (interamant, kurunidigezh), ha da goulz darvoudoù lidek eus buhez an Iliz hollvedel (sened-iliz, sened kardinaled) pe lec'hel (donedigezh ur person nevez).
En hengoun katolik pe protestant e talc'h ar sonerezh ul lec'h a-bouez el lidoù. Ar ger « oferenn » a ya neuze dre astenn da envel ur pezh sonerezh, anezhañ hollad ar c'hanennoù hag ar pennadoù sonerezh a heul kerzh an oferenn. Er ster-se ez eo ur sort sonerezh stag ouzh ar sonerezh relijiel. Kalz saverien o deus krouet « oferennoù », pa vefe evit al lidoù boaz pe evit darvoudoù divoaz (oferennoù kurunadur, oferennoù eured, oferennoù interamant, ha kement zo...)
Bemdez e rank ar beleg katolik lavarout an oferenn nemet aotreet e vije da chom hep ober.
Bep Sul da vihanañ e rank ur c'hristen mont d'an oferenn hervez gourc'hemennoù an Iliz. Abaoe ar bloavezhioù 1980 ez eo aotreet da vont d'an Oferenn-sul-se adalek ar sadorn abardaez ivez, adalak 16 eur.
Meur a seurt oferenn a zo:
Un oferenn hepken zo e gwirionez, hogen lidet e vez e doareoù disheñvel, hervez an degouezh.
Abaoe ar 7 a viz Gouere 2007 en deus lakaet ar Pab en-dro e talvoud doare lidañ an Oferenn hervez ar Pab Pius V, a vez anvet hiviziken "Stumm dreist ordinal an Oferenn" : un oferenn e latin ez eo, gant ar sarmon hag ar c'hantikoù e yezh an dud, ur bedenn-veur hepken, nebeut a brefasoù ha lennadennoù heñvel bep bloaz hervez koulz al liturgiezh. Da heul Goursened Vatikano II ez eus tu da lidañ en ur stumm "ordinal", e yezh an dud peurliesañ, gant nebeutoc'h a donioù latin ha dreist-holl peder pedenn veur da zibab ha lennadennoù hervez al liturgiezh a zeu en-dro bep tri bloaz ha n'eo ket bep bloaz.
E Levr an Unvaniezh (Liber Concordiae), mellad XXIV Dislêriadenn Augsbourg (« Diwar-benn an oferenn ») (1530) a grog evel se : « E gaou e tamaller ouzh hon ilizoù da vezañ lamet an oferenn, rak miret eo bet an oferenn en hon touez, lidet e vez gant an doujañs ar brasañ. N'hon eus ket torret an oferenn met mirout ha difenn a reomp anezhi en un doare relijius ... derc'hel a reomp d'ar stumm liturgek hengounel ... En hon ilizoù e vez lidet an oferenn pep sul ha da vare an deizioù kensakret arall, pa vez kinniget ar sakramant d'ar re o deus c'hoant goude ma vijent bet goulennataet ha m'o dije bet an absolvenn (mellad XXIV). »
Marzhin Luther en deus argaset lodennoù zo eus an oferenn gatolik roman (reolenn an oferenn peurgetket), ha lakaet en he lec'h ul lid adwelet, Formula missae, e latin ha diwezhatoc'h e yezh boblek, an Deutsche Messe. Lavaret a rae ne glote ket an elfennoù na zigemere ket na gant "Hebraed" 7:27, ma eneber beleien an Testamant Kozh, a ranke kinnig aberzhioù ingal evit pardon ar pec'hedoù, d'ar C'hrist, beleg nemetañ na ginnig e gorf nemet ur wezh en aberzh, na gant "Hebraed" 9:26, 9:28 ha 10:10.
En alamaneg, e yezhoù Skandinavia hag e finneg, al Lutheriz (ha Luteriz zo er Stadoù-Unanet) a implij ar ger a glot en o yezh gant ar ger « oferenn » evit al lidoù relijiel[1], met er pep brasañ eus an ilizoù saozneger e lârer « servij doueek », « Kumuniezh santel », pe « Eukaristia santel ».