Ogham


Lizherenneg Ogham
  Aicme Beithe   Aicme Muine
Beithe Muin
Luis Gort
Fern Gétal
Sail Straiph
Nin Ruis
  Aicme hÚatha   Aicme Ailme
Úath Ailm
Dair Onn
Tinne Úr
Coll Edad
Ceirt Idad
  Forfeda
Éabhadh
Ór
Uilleann
Ifín
Eamhancholl
Peith

Ogham (Oġam en henouezeleg) eo anv al lizherenneg bet implijet da gentañ evit lakaat dre skrid roudoù kentañ an henouezeleg. "Lizherenneg keltek ar gwez" a vez graet ivez eus an Ogham. Ar skritur keltek nemetañ eo ar skritur Ogham: evit gwir, a-hed an istor eo bet skrivet ar yezhoù keltek dindan teir reizhad skrivañ : ar skritur latin, ar skritur gresianek hag ar skritur Ogham.

Orin ar skritur Oġam

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Seblantout a ra ar skritur Ogham "klasel" war vaen bezañ bet implijet muioc’h-mui adalek ar Vvet kantved ha VIvet kantved war dro Mor Iwerzhon. Graet e vez gouezeleg kentañ eus yezh an enskrivadurioù ar mare-hont. Er VIvet kantved eo c'hoarvezet an tremen d'ar gouezeleg kozh, yezh implijet e-barzh skridoù koshañ ha skrivet gant lizherennoù latin. Goude ar mare-se, eo bet implijet an Oghamoù evit anvioù-tud nemetken. An titouroù yezh hag a c’haller dezastum diwar studi ar Gouezeleg kentañ a denn da dachenn emdroadurioù ar fonologiezh dreist-holl. Diskouezet eo bet sklaer gant studi ar fonologiezh e oa eus al lizherenneg-se a-raok ar Vvet kantved.


Al lizherenneg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Lizherenneg Ogham
fol. 170r Levr Ballymote (1390), Auraicept na n-Éces a zispleg ar skrid Ogham.
an oġam airenach, un tamm eus ar bajenn a-us kresket.

Aozet eo al lizherenneg Ogham gant ugent lizherenn (feda) renket e-barzh peder lodenn aicmí (liester aicme "familh"; keñveriañ aett). Anvet eo pep aicme dre he lizherenn gentañ (Aicme Beithe, Aicme hÚatha, Aicme Muine, Aicme Ailme, "ar strollad B", "ar strollad H", "ar strollad M", "ar strollad A"). Lakaet eo bet lizherennoù ouzhpenn e-pad mare an dornskridoù, anvet int forfeda.

Anv al lizherennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Maen Ogham eus Enez-Vanav. Testenn: BIVAIDONAS MAQI MUCOI CUNAVA[LI], da lavarout eo, "Eus Bivaidonas, mab meuriad Cunava[li]".
  • Ballaqueeney Rushen, Enez Vanav (SC 200 680)
    ᚛ ᚁᚔᚃᚐᚔᚇᚑᚅᚐᚄᚋᚐᚊᚔᚋᚒᚉᚑᚔ ᚜ ᚛ ᚉᚒᚅᚐᚃᚐᚂᚔ ᚜
    bivaidonas-maqi-mucoi / cunava[li]
    "Eus Bivaidonas, mab meuriad Cunava[li]"
  • Testenn latin skrivet gant Oghamoù, e-barzh skridoù-bloaz Inisfallen, 1193 (ms. Rawlinson B. 503, 40c)
    ᚛ᚅᚒᚋᚒᚄ ᚆᚑᚅᚑᚏᚐᚈᚒᚏ ᚄᚔᚅᚓ᚜ ᚛ᚅᚒᚋᚑ ᚅᚒᚂᚂᚒᚄ ᚐᚋᚐᚈᚒᚏ᚜
    numus honoratur sine / numo nullus amatur
    "Argant zo enoret, hep argant, den ebet zo karet"

Lizherenneg latin kenaozet gant Oghamoù

  • Knoc y Doonee, Kirk Andreas, Enez Vanav (NX 404 022)
    AMMECATI | FILIVS-ROCATI | HIC-IACIT
    "Amañ ema Ammecatus mab Rocatus en e led"
    ᚛ᚒᚁᚔᚉᚐᚈᚑᚄᚋᚐᚊᚔᚏᚑᚉᚐᚈᚑᚄ᚜
    [.]b[i]catos-m[a]qi-r[o]c[a]t[o]s
    "[Am]bicatos mab Rocatos"
  • Enskrivadur gant Oghamoù e Ahenny, 19vet kantved, Co. Tipperary (Raftery 1969)
    Ema a-is ar bez-mañ restajoù Mary Dempsey, aet d'an anaon d'ar 4 a viz Genver 1802 d'an oad a 17 vloaz.
    ᚛ᚃᚐᚐᚄᚂᚔᚌᚄᚑᚅᚐᚂᚒᚐᚈᚐᚋᚐᚏᚔᚅᚔᚇᚆᚔᚋᚒᚄᚐ᚜ ᚛ᚑᚋᚁᚐᚂᚂᚔᚅᚐᚌᚉᚏᚐᚅᚔᚁᚆ᚜
    fa an lig so na lu ata mari ni dhimusa / o mballi na gcranibh
    "A-is ar vein-mañ ema Mári Ní Dhíomasaigh eus Ballycranna en e led"

Runoù kenaozet gant Oghamoù:

  • Kirk Michael churchyard, Kirk Michael, Enez Vanav (SC 318 900)
    ᚛ ᚁᚂᚃᚄᚅᚆᚇᚈᚉᚊᚋᚌᚍᚎᚏᚐᚑᚒᚒᚔ ᚜
    blfsnhdtcqmgngzraouei
    (lizherenneg Ogham)
    ᚛ ᚋᚒᚒᚉᚑᚋᚐᚂᚂᚐᚃᚔᚒᚐᚋᚒᚂᚂᚌᚒᚉ ᚜
    muucomall-avi-ua-mullguc
    "Mucomael mab-bihan/douaren O'Maelguc"
    ᛘᛅᛚ᛬ᛚᚢᛘᚴᚢᚿ᛬ᚱᛅᛁᛋᛏᛁ᛬ᚴᚱᚢᛋ᛬ᚦᛁᚾᛅ᛬ᛁᚠᛏᛁᚱ᛬ᛘᛅᛚ᛬ᛘᚢᚱᚢ᛬ᚠᚢᛋᛏᚱᛅ᛬ᛋᛁᚾᛁ᛬ᛏᚭᛏᛁᚱᛏᚢᚠᚴᛅᛚᛋ᛬ᚴᚭᚾᛅ᛬ᛁᛋ᛬ᛅᚦᛁᛋᛚ᛬ᛅᛏᛁ᛭
    MAL : LUMKUN : RAISTI : KRUS : ThINA : IFTIR : MAL : MURU : FUSTRA : SINI : TOTIRTUFKALS : KONA : IS : AThISL : ATI+
    "Mal Lumkun en deus savet ar groaz-mañ en eñvor Mal Mury, he "foster-son", merc’h Dufgal, gwreg en deus Athisl euredet ganti,"
    ᛒᛁᛏᚱᛅᛁᛋ᛬ᛚᛅᛁᚠᛅ᛬ᚠᚢᛋᛏᚱᛅ᛬ᚴᚢᚦᛅᚾ᛬ᚦᛅᚾ᛬ᛋᚭᚾ᛬ᛁᛚᛅᚾ᛭
    [B]ITRA : IS : LAIFA : FUSTRA : KUThAN : ThAN : SON : ILAN +
    "Gwelloc’h eo leuskel ur "foster-son" mat eget ur mab fall"

Enskrivadur diwirion : menegiñ a ra un destenn-saga e Krenniwerzhoneg notet e-barzh Book of Leinster (LL 66 AB) an enskrivaduroù-mañ gant Oghamoù :

Gip e tised in faidche, dia m-ba gascedach, geis fair ar thecht dind faidchi cen chomrac n-oenfhir do fhuacra.
"An neb a zeu er prad-mañ, ma'z ema armoù gantañ, ez eo arabat dezhañ mont kuit deus ar prad, hep goulenn evit un emgann-daou."

Etrevoneg (Unicode)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar renkoù Unicode U+1680 – U+169F zo al lizherennoù Ogham enno. (evit an doare 4.1).

Renk Arouezenn Anv
U+1680 Merk esaou Ogham
U+1681 Lizherenn Ogham Beith
U+1682 Lizherenn Ogham Luis
U+1683 Lizherenn Ogham Fearn
U+1684 Lizherenn Ogham Sail
U+1685 Lizherenn Ogham Nion
U+1686 Lizherenn Ogham Uath
U+1687 Lizherenn Ogham Dair
U+1688 Lizherenn Ogham Tinne
U+1689 Lizherenn Ogham Coll
U+168A Lizherenn Ogham Ceirt
U+168B Lizherenn Ogham Muin
U+168C Lizherenn Ogham Gort
U+168D Lizherenn Ogham Ngeadal
U+168E Lizherenn Ogham Straif
U+168F Lizherenn Ogham Ruis
U+1690 Lizherenn Ogham Ailm
U+1691 Lizherenn Ogham Onn
U+1692 Lizherenn Ogham Ur
U+1693 Lizherenn Ogham Eadhadh
U+1694 Lizherenn Ogham Iodhadh
U+1695 Lizherenn Ogham Eabhadh
U+1696 Lizherenn Ogham Or
U+1697 Lizherenn Ogham Uillean
U+1698 Lizherenn Ogham Ifin
U+1699 Lizherenn Ogham Eamhancholl
U+169A Lizherenn Ogham Peith
U+169B Merk pluñvenn Ogham (merkoù a grog un destenn)
U+169C Merk pluñvenn Ogham en tu-gin (merkoù a echu un destenn)

Gwelout ivez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mont pelloc’h ganti

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Macalister, Robert A.S. Corpus inscriptionum insularum celticarum. First edition. Dublin: Stationery Office, 1945-1949.
  • Katherine Forsyth, The Ogham Inscriptions of Scotland: An Edited Corpus, PhD Dissertation, Harvard University (Ann Arbor: UMI, 1996).
  • M.A. O'Brien, Corpus Genealogiarum Hiberniae, vol. 1, 2nd edition, Dublin 1976.
  • Damian McManus, Ogam: Archaizing, Orthography and the Authenticity of the Manuscript Key to the Alphabet, Ériu 37, 1986, 1-31.
  • Damian McManus, A Guide to Ogam, Maynooth 1991.
  • Barry Raftery, A Late Ogham Inscription from Co. Tipperary, Journal of the Royal Society of Antiquaries of Ireland 99, 1969.
  • Jost Gippert, Ogam. Eine frühe keltische Schrifterfindung, Praha 1993.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]