Olimpia


Lec'hienn Olimpia (37°38′17″N 21°37′48″R / 37.63806, 21.63 )

Olimpia (henc'hresianeg : Ολυμπία, Ολύμπια Olumpia ; gresianeg : Ολυμπία Olimpia) a oa ur gêr en Henc'hres, e ledenez Peloponnesos, e plaenenn Elis, war lez dehou ar stêr Alfea nepell diouzh Pyrgos, ur peder lev hanter (18 km) eus aod ar Mor Ionian e-harz ar Menez Kronion.

Ur geoded goustlet da relijion Henc'hres e oa Olimpia. Eno e oa koad Altis, ul lec'h sakr. Edo ar stadion e kreiz un olivezeg. Aoter Zeus a oa e-kichen.

Eno e veze dalc'het C'hoarioù Olimpek an Henamzer. Eno ivez e vez tanet ar flammerenn olimpek hiziv, un toullad mizioù a-raok lid-digeriñ ar C'hoarioù Olimpek, koulz re an hañv ha re ar goañv; ne veze flammerenn olimpek ebet en Henamzer[1]