Ordnance QF 25-pounder

Ordnance QF 25-pounder
doare arm
Iskevrennad eus88 mm field gun-howitzer Kemmañ
BrezelEil Brezel-bed, Brezel Korea Kemmañ
Bro orinRouantelezh-Unanet Kemmañ
ManufacturerRoyal Ordnance Kemmañ
Lakaet er servij1940 Kemmañ

An Ordnance QF 25-pounder, berraet en 25-pounder pe 25-pdr, a oa ar c'hanol hag obuzer diazez saoz hag implijet gant Kenglad ar Broadoù e-pad an Eil Brezel-bed. Alies eo bet graet eus ar pezh kanol unan padus, aes da implij ha gant un implij ledan. Bet eo bet ar c'hanol savet ar muiañ hag implijetañ gant Breizh-Veur e-kerzh ar brezel.

Erruet e oa er servij dres a-raok ma voe tarzhet an Eil Brezel-bed. Dedennus e oa evel kanol rak gallout a raer tennañ gantañ eeun pe dre implij ur c'horn-tenn uhel. Tennañ a rae buan a-walc'h, gant obuzennoù gant un nerzh tarzh etre, hag ar c'hanol a oa aes da fiñval. Ar broduadur a oa unan sioul da gentañ, met erruet er bloavezh 1945, un hollad 12 000 anezho a oa bet produet en holl.

Kanol 25 pounder e-kerzh Emgann Muar, prest da dennañ war soudarded Impalaeriezh Japan.
Kanol QF 25-pounder, doare berraet
QF 25-pounder, doare obuzer.
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan