Un ostaleri (a-wezhioù ostaliri pe ostalidi hag un nebeud gerioù damheñvelster : tavarn, kafedi, bar zo ur lec'h ma vez gwerzhet diedoù alkoolek pe evajoù dialkool, met servijet e vez kafe hag evajoù tomm all ivez.
Ar pratikoù a ya di da evañ ur banne pe vuioc'h, ouzh ar c'hontouer pe ouzh taol, alies gant tud all evel mignoned pe kenlabourerien. Gallout a reont ivez lenn ar gazetenn, c'hoari da c'hoarioù a bep seurt evel ar biroùigoù, dañsal, hag all. Pep ostaleri he deus he aergelc'h dezhi. A-wezhioù e vez gwerzet meuzioù simpl pe geginet mat. Rouesoc'h e vez kinniget un nebeud lojeiz. Perc'henn pe atebeg un ostaleri a zo un ostiz hag an tavarnour a ra war-dro un davarn pe un ostaleri[1]. Ur mevel eo an den a vez implijet evit ober ar servij ha ar vatezh ar vaouez a ra memestra.
Troiennoù-lavar : "traod bank an ostaleri", "piler an davarn" a lesanver un den a dremen kalz eus e amzer en un ti-evañ[2].
Meur a c'her a vez implijet e brezhoneg evit envel al lec'hioù boutin-se a gaver kazi e pep bro e-lec'h ma vez annezioù tolpet.
Er C'hatholicon e kaver ar penngerioù "Osteleri" ha "Tauarn" hag ne vez ket bet gwelet kafedi a-raok 141[3]. E geriadur Emgleo Breiz-Garnier[4] e kaver ti-kafe. Implijet e vez ar ger hollek ti-evañ ivez
Un dameilenn eus ar ger gallek "hostellerie" evel ma oa distaget er Grennamzer[5] eo ha tavarn a zeu eus al latin taberna dre ar c'herneveg tavern pe ar c'hembraeg tafarn<ref>Albert Deshayes, Dictionnaire étymologique du breton…'.
Gwerzhañ boued ha diedoù en ul lec'h ma vez kalz a dud o paseal e tal dezhañ a zo bet graet abaoe ma 'z eus hentoù bras ha straedoù darempredet. Er gerioù ez eus bet muioc'h anezho atav.
Anavezet mat eo an thermopolium a veze savet e straedoù-kêr zo e Italia an Henroma. Prientet e veze ar boued e-barzh añforennoù ha listri bras. An taberna a veze gwerzhet kalz a draoù enni a c'hell kinnig boued ha diedoù d'e bratikoù.