Oswald Arnold Gottfried Spengler (29 Meurzh 1880 – 8 Mae 1936) a oa un istorour hag ur prederour alaman hag a oa dedennet gant ar matematikoù, ar skiant, an arz hag o darempredoù gant an istor. Anavezet eo dreist-holl abalamour d'e levr Diskar ar C'huzh-Heol (Der Untergang des Abendlandes), embannet e 1918 evit al levrenn gentañ hag e 1922 evit an eil, ma kont istor ar bed. Ennañ e tispleg Spengler e sell war an istor : hervezañ e vefe pep sevenadur evel ur bevedeg bras hag en deus un esperañs bevañ bevennet.
Spengler a vez gwelet evel ur broadelour hag un enepdemokrat rak unan eus pennoù an Dispac'h mirour e voe. Neoazh e vurutellas an Naziegezh abalamour da ouennelouriezh ar strollad. Evitañ e oa Benito Mussolini ur seurt Caesar eus ar C'hornôg a-vremañ, daoust ma ne heulie ket dibaboù an « Duce ».
Levezonet en devoa ur bern istorourien ha tud all evel Franz Borkenau, Arnold J. Toynbee[1], Francis Parker Yockey, Carroll Quigley, ha Samuel P. Huntington. John Calvert en deus meneget eo brudet Spengler gant an Islamourien, hag a asant d'e vurutelladenn eus ar C'huzh-Heol.
Reden und Aufsätze, 1937 (prientet evit an embann gant Hildegard Kornhardt).
Gedanken, c. 1941 (prientet evit an embann gant Hildegard Kornhardt).
Briefe 1913–1936, 1963 .
Urfragen ; Fragmente aus dem Nachlass, 1965.
Frühzeit der Weltgeschichte: Fragmente aus dem Nachlass, 1966
Der Briefwechsel zwischen Oswald Spengler und Wolfgang E. Groeger. Über russische Literatur, Zeitgeschichte und soziale Fragen, 1987 (prientet evit an embann gant Xenia Werner).