Oud (stêr)

Oud

An Oud e-harz kastell Josilin
Statud stêr
Hirder 145-155 km
Uhelder an eienenn 225 m
Kas keitat e Redon 27 m³/s
Gorread an diazad 3630 km²
Bro(ioù) douret Breizh
Diazad stêrioù
Gwilen
En em daol e Gwilen e Reoz, Redon
ha Sant-Nikolaz-an-Hent
Ledander er genoù ?
Andon Kerchouan, etre
Ar Gozh-Korle
ha Lanhervoed
Adstêrioù ?


Unan eus stêrioù pennañ Breizh eo an Oud (Oust e galleg). Eienañ a ra en torgennoù etre Korle ha Kintin. Redek a ra neuze war-du ar gevred, a-dreuz departamantoù Aodoù-an-Arvor, Mor-Bihan hag Il-ha-Gwilen a-raok en em deurel er Gwilen e Redon. Etre Roc'han ha Redon e c'hall dougen bigi. Mont a ra d'ober un darn eus Kanol Naoned-Brest.

War ribl un adstêr d'an Oud, e Gwazh an Emgann, e c'hoarvezas Emgann Ballon.

Eus *ult (Kartular Redon) e teufe (cf. Lot, ur stêr en Okitania anavezet gwechall dindan ar stummoù Ulta, Oltis, Oltus).

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]