Owain Gwynedd

Banniel rouaned Gwynedd (tierniezh Aberffraw) en XIIvet ha XIIIvet kantved.

Owain ap Gruffydd (1100? – 28 a viz Du 1170), roue Gwynedd, anvet ivez Owain Gwynedd (Owen e saozneg) a zo gwelet evel unan eus brasañ rouaned Kembre a-raok e vab-bihan, Llywelyn Fawr. « Owain Gwynedd » a vez graet anezhañ alies abalamour d'un Owain ap Gruffydd all, a oa priñs e Powys, hag anavezet ivez evel Owain Cyfeiliog.

Ganet e voe e vab Owain Gwynedd en Enez Von war-dro 1100. Mab e oa da Gruffydd ap Cynan ha da Angharad ferch Owain, e bried.

E dad Gruffydd ap Cynan a voe roue Gwynedd e-pad ur pennad amzer hir, goude ma voe distroadet meur a wech. 62 vloaz e renas, hag ober a reas eus e rouantelezh an hini greñvañ e Kembre. Stourm a reas gant poan ouzh an Normaned. Pa voe erru re gozh Gruffydd ap Cynan da vont d'an emgann e kasas e vibien en e lec'h, Owain, Cadwallon ha Cadwaladr. Meur a wech ez eas an trec'h gante war an Normaned ha rouaned vihan all eus ar vro. Mervel a eure Cadwallon e 1132, met Owain ha Cadwaladr, graet ganto emglev gant Gruffudd ap Rhys eus Deheubarth, a drec'has war an Normaned e Crug Mawr e-kichen Aberteifi, ha kemer a rejont rouantelezh Ceredigion.

Ren gant Cadwaladr

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa varvas Gruffydd en 1137 en em gavas Owain gant ur gurunenn hag ur rouantelezh kreñv, met ret e oa dezhañ rannañ ar mad gant Cadwaladr. En 1143 e oa bet tamallet Cadwaladr da vezañ lakaet lazhañ Anarawd ap Gruffydd eus Deheubarth hag Owain a gasas e vab, Hywel ab Owain Gwynedd, da gemer digantañ e zouaroù en hanternoz Ceredigion. Diwar neuze e renas e-unan en hanternoz Kembre, petra bennak ma'c'h adskoulmas gant e vreur Cadwaladr. Hogen, e 1155 e kasas Cadwaladr d'an harlu.

Brezel ouzh Powys

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez ar vojenn e oa Madog, unan eus mibien Owain, a dreuzas ar Meurvor Atlantel da drevadenniñ Amerika.

Anv eus Owain a zo meur a wech e romantoù istorel Ellis Peters, a c'hoarvez war-dro Amwythig gant ar « Breur Cadfael ».