Paco Ibáñez, ganet d'an 20 a viz Du 1934 e València, a-raok Brezel Spagn eta, zo ur c'haner spagnolek hag a gan barzhoniezh spagnolek en ur seniñ gitar.
E 1952, e-kreiz diktatouriezh Franco ez eas da chom da Vro-C'hall. E 1964 e reas e bladenn gentañ. E miz Mae 1968 e kanas er Sorbonne, skol-veur goshañ Pariz, ha diwar neuze e voe brudet evel arzour e-maez ar sistem.
Barzhonegoù Federico García Lorca, Rafael Alberti pe Miguel Hernández eo a gan dreist-holl. Hag ivez kanaouennoù Georges Brassens lakaet e spagnoleg.