Pandora (Πανδώρα e henc'hresianeg "an hini he deus an holl zonezonoù"[1]), e oa ar vaouez kentañ hervez mojennoù Hellaz kozh[2]. Hervez ma skrivas Hesiodos en Theogonia e voe krouet gant an holl zoueed, rak pep hini anezho a roas dezhi ur perzh bennak.
Zeus an hini a c'hourc'hemennas da Hefaistos aozañ anezhi en Douar (Gaia) evel un tamm eus ar binijenn roet da Vab-Den war-lerc'h ma oa bet laeret an tan gant Prometheüs, hag an holl zoueed a gemeras un tamm perzh e-barzh reiñ d'ar vraventez drouk-se ampartizoù hoalus ken-ha-ken. Roet e voe da bried da Epimetheüs. Hi eo plac'h ar voest, ur jarl e gwirionez, pa gomzer eus boest Pandora hiziv.
Daou zoare zo da gompren anv « Pandora » : pe panta dôra, an hini he deus bet an holl zonezonoù, pe pantôn dôra an hini a zo donezon, pe prof, a-berzh an holl zoueed.
E mojenn Pandora a lenner e Theogonia Hesiodos (linennoù 560–612, war-dro an VIIIvet pe VIIvet kantved kent JK) n'eus anv ebet d'ar vaouez.
Pa oa bet roet an tan d'an dud gant Prometheüs, goude ma oa bet laeret gantañ digant Zeus, e tivizas mestr an doueed, kounnar ennañ, reiñ dezho ur prof all evel kastiz. Goulenn a reas digant Hefaistos stummañ ar vaouez kentañ gant pri, un droug kenedus a vije he diskennadezed o wallgas gouenn an dud. Graet e labour gant Hefaistos, e voe gwisket ar vaouez gant Athena en ur sae arc'hant, ur ouel brodet, garlantezioù hag ur gurunenn aour. Ar vaouez-se ha n'eo ket anvet en Theogonia n'hall bezañ nemet Pandora, a zo kaoz anezhi hiroc'h en oberenn all Hesiodotos, Al Labourioù hag an Deizioù. Kentañ ma voe gwelet gant an doueed hag an dud e voent bamet o sellout outi. Ha Hesiodos da skrivañ (590–93):
Ha Hesiodos da zelc'her gant e gaoz hag e glemm : ar wazed a glask mirout ouzh droug ar maouezed dre chom dizimez ne vint ket gwell a se: (604–7):
A-wechoù, eme Hesiodos, e c'hall ur gwaz kavout ur wreg vat, met atav e vez bec'h etre droug ha mad (609).
Ur verc'h o doe Pandora hag Epimetheüs, Pyrra hec'h anv, a zimezas d'he c'henderv Deukalion, mab Prometheüs.
Doare brudetañ ha hirañ ar vojenn avat a deu eus ur varzhoneg all gant Hesiodos, Al Labourioù hag an Deizioù. Enni (linennoù 60–105) e ra an oberour anv eus orin ar vaouez-se, hag e hira roll ar gwalennoù a daol war chouk an dud.
Gant Hefaistos eo krouet bepred, diwar pri ha dour, evel en oberenn all, war urzh Zeus eta, a felle dezhañ kaout e zial eus an dud goude ma oa bet laeret an tan gant Prometheüs; met muioc'h a zoueed a gemer perzh en ober anezhi (63–82):
Zeus a ginnigas dorn Pandora da Epimetheüs, breur da Brometheüs, en devoa prometet d'e vreur koulskoude nac'h kement prof a-berzh Zeus. Hag eñ da gemer Pandora. Ha Pandora a zegasas dezhañ ur jarl kevrinus, hag a oa bet difennet outi, gant Zeus, digeriñ. Enni e oa an holl walennoù a c'hall kouezhañ war chouk Mab-Den: ar Gozhni, ar C'hleñved, ar Brezel, an Naonegezh, an Dienez, ar Follente, ar Gwallsi, an Touellerezh, ar Wallyoul, al Lorc'hentez hag ar Goanag.
Gerdarzh an anv Pandora, donezonet gant an holl, a gaver e-barzh Al Labourioù hag an Deizioù ne vije nemet un displegadur pobl, ha faos e vije.(Daveoù a vank)
Falldroidigezh ar pithos, ur jarl bras, e "boest"[3] a vez lakaet war gont al lenneg Erasmus Rotterdam a droas kontadenn Hesiodos e latin er XVIvet kantved.