Paolo Giordano Iañ Orsini (1541 – 13 a viz Du 1585) a oa ur c'h-condottiero feuls ha kriz, eus an Tiegezh Orsini. Kentañ Dug Bracciano e voe e 1560, un dugelezh savet er c'hreisteiz da Doskana.
Mab e oa da Girolamo Orsini ha Francesca Sforza. Mab-bihan e oa, a-berzh e dad, da Felice della Rovere (merc'h vastard d'ar pab Jul II) ha da Gian Giordano Orsini, hag a-berzh e vamm d'ar C'hont Bosio Sforza ha da Costanza Farnese, merc'h vastard d'ar pab Paol III.
Kondaonet e oa bet e eontr Francesco, ha lakaet e vadoù war anv Paolo Giordano.
E 1543 e teuas da vout aotrou San Gregorio (hiziv San Gregorio da Sassola); met ne oa nemet daou vloaz, ha meret e voe ar glad gant ar c'hardinal Sforza, kar d'e vamm.
E 1560 e voe savet glad Bracciano da zugelezh gant ar pab, hag enni edo douaroù San Gregorio. E 1566 avat, dle war e chouk, e rankas gwerzhañ San Gregorio d'ar c'hardinal Prospero Santacroce, evit 25.000 skoed. sinet e voe ar werzh e 1567.
En em gannañ a reas evel kabiten en emgann Lepanto e 1571. Bloaz goude, e 1572, e oa jeneral an droadeien spagnol a glaskas adkemer Navarino er Peloponnesos.
En 1553, da 12 vloaz, e voe dimezet da Isabella de' Medici, merc'h da Cosimo Iañ de' Medici, Dug-meur Toskana, ha ne oa-hi nemet 11 vloaz.
En 1558 e voe graet an eured e Poggio a Caiano. Kontrad a voe graet etre he zad hag he fried ha gallout a rae Isabella derc'hel da vevañ e Firenze, ha n'eo ket gant he fried, muioc'h a frankiz he doa eget merc'hed hec'h amzer ha muioc'h a vestroni war hec'h aferioù ivez. E-keit-se e veze Paolo Giordano e Roma alies pa ne veze ket o vrezeliñ.
Goude marv he mamm e voe evel itron Firenze, e-pad ur pennad, hag e tiskouezas pegen ampart e oa war ar politikerezh. Meur a golladenn a reas, ha bugel ebet n'he doe a-raok tostaat d'he zregont vloaz, pezh a ziskoueze e oa dieupoc'h eget an darn vrasañ eus maouezed hec'h amzer.
Kaoz a voe er vro eus he darempred gant Troilo Orsini, kenderv d'he fried, a oa bet karget gant Paolo Giordano da ziwall anezhi e-keit ma veze Paolo gant e labour en arme, ha war-dro ur vaouez all e Roma. Dont a reas an ozhac'h da glevout ar gaoz, evit brasañ gwalleur Isabella, rak fellout a reas dezhañ kastizañ e wreg, hogen ne gredas ober netra keit ma oa bev he zad, an dug-meur kozh. Tec'hel a reas Troilo da Vro-C'hall.
Hogen mervel a reas Cosimo Iañ de' Medici d'an 21 a viz Ebrel 1574, ha goude marv he zad ne oa den galloudek ken evit gwareziñ Isabella, rak an dug-meur nevez, he breur Francesco, a oa displijet gant doareoù he c'hoar.
Krouget e voe Isabella gant he fried, er Villa Medicea di Cerreto Guidi, e-tal Firenze, d'ar 15 a viz Gouhere 1576[1],[2]. Hervez he breur Francesco, dug-meur Toskana, e oa marvet "pa oa o walc'hiñ he blev diouzh ar beure ... Kavet e voe gant Signor Paolo Giordano war bennoù he daoulin."
Kement-se avat ne voe ket kredet, hag Ercole Cortile, kannad priñselezh Ferrara, a glevas e oa bet "krouget da greisteiz" gant he fried dirak servijerien anavezet o anvioù.
Un toullad deizioù a-raok, d'an 9 a viz Gouhere, e oa bet lazhet he mignonez Eleonora di Garzia di Toledo gant he fried Pietro de' Medici, breur yaouankañ Isabella. Soñjal a c'haller ne oa ket dic'houzvez an dug-meur Francesco eus aozadur an daou vuntr, gwall heñvel o-daou (krouget o-div, e div genkiz pell diouzh kêr, gant daou bried feuls) ha gouzout a reer ne savas ket a-enep hini ebet eus ar vuntrerien e doare ebet.
Hervez an istorourez Elisabetta Mori e varvas Isabella de' Medici en un doare naturel, hag ar vrud e oa bet lazhet gant Paolo Giordano a oa bet savet gant enebourien an tiegezh Medici.
Er mareoù-se ivez eo e krogas brud diwa-benn gwadorged etre Isabella hag he zad hag etre hi hag he breur Giovanni.
Goude ar muntr ez eas Paolo da Roma.
Evit Troilo a voe lazhet e Pariz un toullad mizioù goude.
E Roma e taremprede Paolo Giordano ur vaouez eus ar re gaerañ, Vittoria Accoramboni, hag a oa dimezet da Francesco Peretti, niz d'ur c'hardinal galloudus, a oa da vezañ anvet da bab, evel Sist V. Ne oa ket pinvidik Vittoria hag he fried, dle a oa warne, met prest e oa da vezañ dugez Bracciano. Setu penaos, moarvat, e krogas ar brezelour da soñjal lazhañ e wreg hag he fried.
E 1581 e voe lazhet gwaz Vittoria Accoramboni. Evel-just e voe diskred war Paolo Giordano.
Pevar bloaz goude, e 1585, e varvas ar pab Gregor XIII, ha lakaet e voe ar C'hardinal Montalto, eontr da bried kentañ Vittoria Accoramboni, war gador Sant Pêr. Fellout a reas d'ar pab nevez, anvet Sist V neuze, kastizañ dug Bracciano ha Vittoria. Kemennet e voent, ha tec'hel a rejont da Venezia, hag alese da Abano ha da Salò, a oa e Republik Venezia. Eurediñ a rejont d'an 20 a viz Ebrel 1585.
E Salò e varvas an dug d'an 13 a viz Du 1585. Lavaret e voe e oa bet kontammet war urzh Francesco Iañ de' Medici.
Da Vittoria e tegouezhas e vadoù. Dugelezh Bracciano avat ac'h eas gant e vab henañ, Virginio, eus e bried kentañ. E miz Kerzu e voe muntret Vittoria Accoramboni hag he breur e Padova, gant Lodovico Orsini, un den kar eus skourr Monterotondo, hag a felle dezhañ difenn interestoù an tiegezh Orsini. Tapet e voe ar muntrer, p'edo o kibellat a-hervez, ha lakaet d'ar marv, war un dro gant ar genvuntrerien gopret gantañ.
Tri bugel o doe Paolo Giordano hag Isabella:
Diwar-benn muntr e bried ez eus bet savet meur a oberenn: