Papigod

Akebuterien o c'hoari papigod e traoñ an Tour Duchesne e Roazhon (XVIvet kantved)

Ar papigod a oa ur sport tennañ poblek e kêrioù Breizh adalek deroù ar XVvet kantved. Ennañ e oa ret diskar ul lapous koad stag ouzh ur wern pe un tour, a-drugarez d'ur wareg, d'un arbalastr, pe d'un akebut diwezhatoc'h en Istor. Papigod a zo anv kozh ar peroked.[1]

Da vare ar brezel Kant Vloaz (1337-1453) e voe roet an droad da vourc'hizien zo pleustriñ war an tennañ digant duged Breizh. Re wan e oa arme an dugelezh evit difenn holl gêrioù ar vro, ha dre-se e c'halle bezañ efedusoc'h ar milisoù. Naoned a voe ar gêr gentañ roet ar privilaj dezhi gant an dug Yann V e 1407[2]. Goude se e voe roet da Roazhon (1443) ha da gêrioù evel Gwened, Kemper pe Gwengamp e 1483. Kadarnaet e voe ar privilaj-mañ gant rouaned Frañs e 1547, 1598 ha 1645. E dibenn an XVIIIvet o doa c'hoazh 35 kumun privilaj ar papigod e Breizh[3].

Aotreet e oa ar genstriverien da bleustriñ da Sul kentañ ar miz peurliesañ, war un dachenn ispisial, warni ur wern pe ur c'hrog ouzh un tour da stagañ al lapous-koad, evel tourioù ar Papigod e Moñforzh hag e Felger, an Tour Duchesne e Roazhon pe Maez ar Roue e Gwengamp.[4] Ur wezenn-derv a veze implijet e Kemper[2]. En nevez-amzer e veze aozet ar c'henstrivadegoù. Ur mare pouezus e oa er Grennamzer ha lidoù a veze heuliet en o aozadur. Oferennoù ha dibunadegoù a veze kaset en degouezh-se. An tenner a zeue a-benn da ziskar al lapous a reseve profoù ha gwirioù evit ar bloaz, evel tonelladoù gwin[4] pe un diskarg da baeañ ar mogaj[3]. E Pondi e veze livet al lapous e gwer evel ur peroked, pe e gwenn evel ur pichon[5]. E 1770 e voe difennet ar papigod e Rouantelezh Frañs a-bezh [4] : poblek e oa c'hoazh ar c'hoari e Breizh, evel e Kemper e-lec'h ma kemeras perzh 330 c'hoarier er genstrivadeg diwezhañ e 1770[3].

  1. Meneget er geriadur Devri, XVvet ha XVIIIvet kantved.
  2. 2,0 ha2,1 (fr) Un curieux privilège : le jeu du papegault war lec'hienn kêr Gemper (lennet d'an 03/07/2024)
  3. 3,0 3,1 ha3,2 (fr) ROGERS Serge, Jeu du papegault : pourquoi l’ancêtre du tir à l’arc était-il aussi prisé au Moyen-Âge ?, Le Télégramme, 21/01/2024 (lennet d'an 03/07/2024)
  4. 4,0 4,1 ha4,2 (fr) COLIVET Jean-Pierre, Le tir au papegault et le Champ-au-Roy, war al lec'hienn Patrimoine de Guingamp (lennet d'an 03/07/2024)
  5. (fr) FLOQUET Charles, Au coeur de l'Arcoat. La Bretagne Intérieure : Le couteau de Carême [...], France-Empire, 1982, pp. 145-165