Ar Parmigiano Reggiano DOP, a vez anvet parmezan e brezhoneg ivez (diwar an anv gallek parmesan), a zo ur fourmaj hengounel gant laezh saout reggiana, gant un toaz gwasket poazhet, produet dreist-holl e rannvro Emilia-Romagna.
Abaoe 1996 ez eo gwarezet an anvadur Parmigiano Reggiano gant al label europat a-feson DOP (Denominazione di Origine Protetta).
Orin ar parmigiano reggiano a zo testeniekaet gant un toullad mammennoù istoriografek hag a ro an tadelezh da abatioù benediktin. E-kerzh ar c'hantvedoù, an hengounioù kreñvaet a zo en em ledet da dachennoù all eget an daou anvadur diazezet war al lec'hanvioù orin Parmigiano (Parma) ha Reggiano (Reggio nell'Emilia).
Frammet eo gant tiriad Proviñsoù Parma, Reggio nell'Emilia, Modena hag an tiriadoù lec'hiet e proviñsoù Mantova ha Bologna.
E lec'hiadur orin, e deiziad dont war-wel (tro 1200) hag e anvadur a zo divizoù warno. Émile Littré[1] ha Pierre Larousse[2] a laka evel lec'h orin kêr Lodi, lec'hiet e Lombardia. Re all a laka kêr Reggio nell'Emilia pe c'hoazh Bibbiano, e-kichen Parma, e proviñs Reggio nell'Emilia}}. Littré evel Larousse a lavar emañ o tont an anvadur gall "parmesan" eus ar fed ez eo brudet gant Dukez Parma e Pariz; re all a lavar emañ o tont an anv-se en un doare eeun eus anv rannvro Parma. Ha dont a ra an anvadur brezhonek "parmezan" eus ar gêr gall "parmesan".
Fardet eo gant embregerezhioù arbennikaet, ar caseifici, strollet en ur consortium hag a zo lusket gant ar prezidant Giuseppe Alai; 437 a zo o strollañ 4 291 magerezh-loened[3]. Ar c'honsortium eo hag a aotre e vefe skritellet an destenn parmigiano reggiano war bord ar fourmaj.
Evit mont a-enep d'ar gwerzhañ fourmajoù faos oc'h implijout an anv parmezan war ar marc'had alaman en deus divizet ar c'honsortium mont dirak lez-varn Unvaniezh Europa. Homañ ziwezhañ he deus kadarnaet e miz C'hwevrer 2008 ne c'heller envel "parmezan" nemet ar Parmigiano Reggiano, o toujañ d'an anvadur orin[3]; nac'het he deus al Lez kondaoniñ Alamagn dre «n'eus redi ebet evit ur Stad ezel da gemer war-eeun an divizoù ret evit kastizañ, war he ziriad, an tagadennoù d'an anvadurioù o tont eus ur Stad ezel all"[4]
Ur brud bedel a zo gant ar fourmaj mir-mañ.
Prientet eo diwar laezh saout, ur fourmaj toaz gwasket poazhet eo, ront ha plad. Ur pouez keidennek a 32 kg a zo gant ar rodoù.
E doaz a zo goloet gant ur groc'henn rouz hag eoulek. Bruzhunek eo, hag ur blaz frouezh hag ur pistigus dibar. Troc'het e c'hell bezañ gant ur gontell ispisial evit reiñ bruzhunoù.
Ar prantad gwellañ evit debriñ ar fourmaj-mañ a zo etre miz Ebrel ha miz Here goude ur finadur a 12 miz da nebeutañ (ar re goshañ a zo finaet 48 miz), met debret e c'hell bezañ ar bloavezh-pad, evel fourmaj da zebriñ ouzh taol, pe rasklet, hag implijet e vez en un toullad rekipeoù.
Ar Grana Padano a zo tost-tre eus ar "Parmezan" dre ar mod da fardañ anezhañ hag e vlaz.
Gant ar parmezan ez eus ur c'hementad e kalsiom a 1,16 g evit 100 g[5].