Pasaia

Porzh Pasaia

Pasaia (an anv euskarek hag ofisiel nemetañ hiziv) pe Pasajes (an anv spagnolek) zo ur gumun hag ur porzh eus proviñs Gipuzkoa, en Euskal Herria. Porzh greantel Donostia eo, er c'hornôg dezhi. Savet eo en-dro d'ul lenn-vor, ha meur a garter zo anezhi.

An Txalupak (bigi) e San Pedro. En diadreñv e weler Pasaia Donibane.

Pasaia zo teir rann anezhi :

  • Pasai San Pedro (Pasajes de San Pedro e spagnoleg) war lez ar menez Ulia. Ma konter Trintxerpe ez eus war-dro 8.000 a dud .
  • Pasai Antxo' (Pasages Ancho) en tu all d'an aber, dirak an div gêriadenn zo 4.800 a dud o chom enni.
  • Trintxerpe (skrivet Trincherpe e spagnoleg) n'eo nemet ur c'harter eus San Pedro, met kement eo kresket ma vez kontet evel ur pevare karter, goude m'emañ un darn e Donostia.


Emdroadur ar boblañs
1900 1910 1920 1930 1940 1950 1960 1970 1981 1991 2000 2005
2.856 3.571 4.772 7.519 10.024 11.773 15.036 21.130 20.696 18.314 16.884 16.104