Reizh pe jener | paotr ![]() |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Bro-C'hall ![]() |
Anv e yezh-vamm an den | Paul Ladmirault ![]() |
Anv-bihan | Paul-Émile ![]() |
Anv-familh | Ladmirault ![]() |
Deiziad ganedigezh | 8 Kzu 1877 ![]() |
Lec'h ganedigezh | Naoned ![]() |
Deiziad ar marv | 30 Her 1944 ![]() |
Lec'h ar marv | Kamoel ![]() |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg ![]() |
Micher | sonaozour, choreographer, penn laz-seniñ, musicologist ![]() |
Bet war ar studi e | lycée Georges-Clemenceau, Conservatoire de Paris ![]() |
Bet studier da | Gabriel Fauré, Antoine Taudou, André Gedalge ![]() |
Strollad politikel | Strollad Broadel Breizh (1931-1944) ![]() |
Luskad | Unvaniez ar Seiz Breur ![]() |
Ezel eus | Kelc'h keltiek Naoned ![]() |
Tachenn | C'hoarigan, sonerezh klasel ![]() |
Rummad tost | Category:Compositions by Paul Ladmirault ![]() |
Paol Ladmirault (pe Paul Ladmirault e galleg) zo anezhañ ur sonaozer breizhat, ganet e Naoned d'an 8 a viz Kerzu 1877, ha marvet d'an 30 a viz Here 1944 e Kamoel (Mor-Bihan), war-lez ar stêr Gwilun.
Ganet eo bet Paul Ladmirault e Naoned d'ar 10 a viz Kerzu 1877. Skrivañ a reas e oberennoù kentañ pa oa 8 vloaz hepken. Seniñ a rae ar piano, an orglez hag ar violoñs. Ur bugel marzh a oa anezhañ. E opera kentañ "Jili Raez" a oa bet c'hoariet pa oa 16 vloaz. Mont a ra e-barzh klas sonerezh Gabriel Fauré, ha klaviazañ en deus graet darn eus oberennoù e vestr. Anavezet eo Ladmirault ivez evel emsaver breton, ezel e oa bet e Strollad Broadel Breizh. Stourm a reas evit emrenerezh sevenadurel Breizh. Unan eus sonaozourien gentañ ar bodad arzel Seizh Breur e oa. D’e heul e emezelas buan Georges Arnoux ha diwezhatoc'hik Paol ar Flemm. Deskiñ a reas brezhoneg ha kembraeg ha treiñ a reas "Barddas", levr ar Varzhed. Marvel a reas en e di e Kamoel (Bro-Naoned) d'an 30 a viz Here 1944.
Katolik don, ne skrivas nemet ur pezh sonerezh sakr "Oferenn verr", 60 vloaz e oa pa skrivas anezhi evit e vab Daniel pa yeas da veleg[1].
Awenet eo oberenn Ladmirault gant mojennoù ar Gelted. Brudet eo evit e varzhonegoù siñfoniek, en o zouez emañ "Breselien diouzh ar mintin" hag "Ar Briwer". Oberennoù all a zo bet savet gantañ diwar-benn Breizh end-eeun pe bed ar Gelted "Heuliad brezhon" e 1903, ha "Rapsodienn ouezel" e 1909, pe sonerezh Tristan hag Izold. N'eo ket bet c'hoariet gwech ebet e eil opera Myrdhin (Marzhin). Pezhioù sonerezh relijiel kaer-kenañ a zo bet savet gantañ ivez.