Pauline Coatanea zo ur c'hoarierez mell-dorn etrebroadel ganet e Lokournan (Bro-Leon) d'ar 6 a viz Gouere 1993. Askellerez dehoù eo he fost. E 2018 e ya ganti an titl a wellañ askellerez dehoù kampionad Frañs hag an titl a gampionez Europa gant skipailh mell-dorn Bro-C'hall. E 2020 eo kampionez olimpek gant ar skipailh-se.
En em stummañ a ra e Klub Lokmaria HB ha kenderc'hel a ra e Pol Diwanidi Kerichen ha goude e kreizenn stummañ Arvor 29. C'hoari a ra he c'hrogadoù kentañ e D1 (6 gwech ha 2 bal e D1 e daou goulezad[1]) met ret eo dezhi mont d'an harlu abalamour da daol-freuz ar c'hlub brestat e 2012. Kemer a ra perzh memestra e Kampionad ar bed mell-dorn junior merc'hed ha mont a ra ar medailhenn arc'hant ganti hag an titl a wellañ askellerez dehoù ar gevezadeg.
C'hoari a ra e Naoned Liger Atlantel Handball[1] ha gounit a ra kampionnad mell-dorn Bro-C'hall ar merc'hed eil rummad e 2013. Goulennet eo gant meur a glub[1] met chom a ra e Naoned betek 2017.
Dibabet eo e miz Meurzh 2017 evit c'hoari e skipailh Bro-C'hall ar merc'hed a-enep hini Danmark e-pad ar Golden League[2]
Distreiñ a ra da Vrest evit ar c'houlzad 2017-2018 gant ar Brest Breizh Handball[3] ha c'hoari a ra e Kevre ar Gampioned evit ar wech kentañ. Gounit a ra Kib Frañs ha dilennet eo askellerez dehoù gwellañ kampionad Frañs[4]. Embann a ra ar Brest Breizh Handball e miz Genver eo astennet he c'hevrat evit tri c'houlzad.
Daoust da bandemiezh ar C'hovid-19 e kendalc'h ar Brest Breizh Handball da vont war-raok peogwir e ya gantañ Kampionad Frañs, Kib Frañs ha mont a ra betek gourfenn Kevre ar Gampioned, ar pezh n'eo ket c'hoarvezet biken gant klub gall ebet.
Kampionez olimpek eo Pauline Coatanea e 2020 gant skipailh mell-dorn Bro-C'hall[5].
Gant Brest