Pawnee

Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.

Ar Pawneeed zo ur meuriad amerindian eus Amerika an Norzh a vev en Oklahoma pergen.

Hanezadur berr

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar Pawnees a gomz ar yezh kaddoanek evel ar Caddos, ar Wichitas o vevañ e Louiziana, en Texas hag en Arkansas, hag an Arikaras a vev e Dakota an Norzh. Bet int d’en em zispartiañ gant o c’herent eus ar Su er XVvet kantved evit mont davit ar C’hansas. Eno o deus kejet gant an ergerzhourien eus Bro-Spagn Francisco de Coronado (1541) ha Juan de Onate (1601). Er XVIIvet kantved o deus ar Pawnees en em rannet e daou strollad. Er Su e vev ar Black Pawnees, ar Grand Pawnees, ar Republican Pawnees hag an Tapage Pawnees a-hed ar stêr Arkansas. Aet eo ar Skidis etrezek ar c’hostez norzh eus ar stêr Platte, a-hed stêr al Loup. Alies e vezont anvet ar Pawnees Loups. Daoust d’an aberzhioù o deus graet ar Pawnees hag o mignoniezh gant ar re wenn, ar Stadoù-Unanet o deus o rediet e 1876 da vont kuit eus tachennoù an Nebraska ha da vont d’en em staliañ en tachennoù Indian, war zigarez o skoazellañ e-keñver tagadennoù al Lakotas. Chom a ra tamm-pe-damm 2000 Pawnees en Oklahoma hiziv an deiz. Bep hañv e vez graet ganto ur gouel ma kanont ha dañsont evel gwechall. E 1780 e oa bet kontet 10,000 a Pawnee. E-pad ar bloavezhioù 1840, goude digoradur an houarnhentoù, ar c’hleñvedoù degaset gant ar re wenn (ar vrec’h, ar grip, etc…), an alkool hag ar brezelioù gant ar meuriadoù all en deus lakaet pobl ar Pawnee da zigreskiñ da 4,500 a dud. Levezon ar re wenn a lakaas ar Pawnee da goll o c’hustumoù hag o lidoù relijiel.

Penaos e vevent ?

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar Pawnees a veve e rannvro ar stêr Platte en Nebraska e deroù ar XVIvet kantved. Pawnee zo « pariki » en Indian hag a dalvez « karn » en abeg d’o c’hizenn vlev o doa war o c’hlopennoù.

Kenaozet e oa ar meuriadoù e pevar strollad : ar Kitkehahkis, ar Chauis, ar Pitahauerats hag ar Skidis. Pep strollad oa rannet e meur a c’hêriadenn. E-barzh lochennoù goloet gant pri e vevent. An tipioù a dalveze e-pad ar jiboez ejened-moueek.

Ar baotred a gemere perzh en eostoù met mont a raent dreist-holl da jiboesaat ar bualed, an elaned, ar c’hizier-koad hag ar yer. Er penn-kentañ e veze chaseet gant chas ha da heul e krogjont da hemolc’hiñ gant kezeg, ar pezh a yae kalz buanoc’h. Aesoc’h e oa neuze treuzdougen al loened lazhet. Chaseourien varrek e oa ar Pawnees. Ampart-tre e oant gant ar gwaregoù. A-raok ma errufe ar re wenn e veze graet o ostilhoù ganto. Boulc’hañ a raent ar sileks betek ober ur veg ha lakaet e veze war biroù ha koafioù. Ober a raent ivez morzholioù ha heskennoù gant mein.

Maïz, koulourdrennoù ha favennoù-glas a blantent. D’ar merc’hed e oa tonket al labour-se. Kemer a raent perzh ivez er c’henwerzh hag el lidoù graet evit ar c’henderc’h boued, puilhder an eostoù hag ar jiboez ejened-moueek. Poderezh a veze graet ivez gant ar Pawnees. Holl vugale ar meuriad oa breur pe c’hoar ha da bep den gour e oa d’ o evezhiañ ha da zeskiñ dezho an doujañs ha kustumoù ar meuriad. Gant ar bried e vevent rak meur a wreg en doa an tad.

Meur a wreg o doa ar baotred. Kefridi ar vuhez oa gant ar maouezed. Dougen a raent o bugale e-barzh un doare « dougen-babig » staget ouzh o c’hein. Graet e vezent gant plankennoù koad ledanoc’h en nec’h anezho. Steredenn an norzh hag an heol oa livet warno. Goloet e veze gant kroc’henn ar c’hizier gouez a oa arouez an oabl steredennus. Ober a rae ar plankenn ur waregenn a-us da benn ar bugel. War al lodenn-se e oa livet ur ganevedenn. Skoazellet e oa ar wazed gant o gwragez evit dougen o fakadoù louzeier. Pep kêriadenn o doa pakadoù louzeier ganto.

An dud pouezusañ er gumuniezh Pawnee oa ar mestr hag ar beleg. Ur renk dibarek o doa er gevredigezh. Galloudoù dibar en doa ar chaman ha gallout a rae pareañ an dud klañv, chaseal an enebourien hag an naonegezhioù. Ar veleien-se a anaveze al lidoù hag an dañsoù sakr.

Diazezet e oa o c’hredennoù war ar stered, a oa o doueed. Implijout a raent ivez ar steredoniezh en o oberezhioù boutin. Ar stered a ziskoueze dezho pa oa ret plantañ maïz da skouer. An doue pouezusañ evito oa Tirawahat. Eñ en doa galloud an hollved hag a oa mammenn pep tra. An doue-se en doa krouet an hollved hag eñ a roe urzhioù d’an doueed all. Un toullad lidoù relijiel graet en e enor a amplege a-wechoù aberzhioù tud.

Ur bobl vrezelour

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar Pawnees o doa kevredigezhioù brezelour ha milourel ivez. Pa veze douget ur roched graet gant kroc’henn e oa sin ur staelat desavet. Ar meuriadoù a vrezelie an darn vrasañ eus an amzer ganto oa an Arapaho, ar gComanched, ar gKiowa, ar Sioux, ar Cheyenne hag ar Shoshoned. Dre vras e oa an holl meuriadoù eus ar plaenennoù o vrezeliñ a-enep ar Pawnees. Ar brezelioù-se oa liammet ar peurliesañ gant al laeradennoù kezeg.

Nebeut a baotred o doa rochedoù graet gant kroc’henn. Ar rochedoù graet evit al lidoù o doa bandennoù leun a zrein heureuchin-reunek pe berlezennoù. Pa oa livet o daouarn e oa evit diskouez e oa bet brezelet gant un enebour korf ouzh korf. E-pad ar goañv e veze lakaet gant ar baotred mokasinoù graet gant kroc’henn elaned ha bualed. Pa veze tommoc’h an amzer e veze lakaet ganto danvez mell-kein. Lakaat a raent daou c’houriz, unan evit derc’hel ar bragoù hag unan all evit stagañ o c’hontili, ha diwezhatoc’h o fistolennoù. Ar merc’hed a lakae brozhioù ha mokasinoù graet gant kroc’henn dourgi pe bual. E-pad ar goañv e lakaent gamachoù ouzhpenn nemetken. Ar baotred hag ar merc’hed o doa holl o divskouarn toullet rak ar bravigoù a blije dezho.