Peder Mary

Ur pennad Mary Hamilton zo ivez.
Ar Peder Mary hag ar Rouanez, Mari Stuart, hervez ur skeudenn en ul levr istor saoznek

Ar Peder Mary (The Fower Maries e skoseg, 'The Four Maries' e saozneg) eo al lesanv a veze roet da beder dimezell a enor gant Mary Stuart, rouanez Bro-Skos: Mary Fleming, Mary Livingston, Mary Beaton ha Mary Seton.

Mary Seton eo an hini nemeti eus ar Peder Mary ha ne zimezas ket: derc'hel a reas da servij he mestrez goude o distro da Vro-Skos hag e-pad he bac'hidigezh e Bro-Saoz.

The Fower Maries zo ivez ur ganaouenn skosat, anvet ivez Mary Hamilton. Ar Vari-se a vije unan eus ar peder. Kousket a ra Mary Hamilton gant ar roue, dimezet d'ur rouanez kozh, brazezet eo, gwilioudiñ a ra, ha lazhañ he bugel.

Ne glot ket ar ganaouenn gant an Istor, na tost: kenoad e oa ar Peder Mary gant ar Rouanez Mary Stuart, rouanez da 6 deiz.

Meur a zoare zo d'ar ganaouenn. Unan anezhe zo bet kanet gant Joan Baez.


Orin ar werz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Skeudenn gant Eleanor Fortescue-Brickdale: She had Mary Seaton, and Mary Beaton, And Mary Carmichael, and me

Evit doare Joan Baez, a c'hoarvez e Glasc'ho, a echu evel-hen:

Last night there were four Marys;
Tonight there'll be but three:
There was Mary Beaton and Mary Seton
And Mary Carmichael and me.