Pen-bre (skrivet Pembrey e saozneg) zo ur gêriadennig eus Sir Gaerfyrddin, e mervent Kembre. Emañ war aod Bae Caerfyrddin, etre Porth Tywyn ha Cydweli.
Meur a greñvlec'h kozh eus Oadvezh an Houarn zo en tolead ha priajoù roman zo bet kavet er gêriadenn.
Gouestlet eo an iliz da Sant Ildud, hag eus an XIIIvet kantved eo al lodennoù koshañ anezhi.
E-pad an daou vrezel-bed e voe savet un aerborzh e-kichen ar gêriadenn. Bremañ e vez implijet evit ober redadegoù kirri.