Penrith zo ur gêr vihan hag ur barrez keodedel e Cumbria, e hanternoz Bro-Saoz. Emañ e traoñienn ar stêr Eden, nepell diouzh Park broadel al Lake District.
Soñjal a reer peurvuiañ ez eo Penrith un anv keltiek, met n'emañ ket an holl a-unvouezh evit displegañ an elfennoù a zo ennañ.
Evit lec'hanvadurourien zo[1],[2] e kaver ennañ an elfennoù kembraek, pe kumbriek pen (= penn) ha -rhyd (= roudouz).
Evit lod all, hag a lavar n'emañ ket Penrith en ul lec'h ma c'haller treuziñ ar stêr aes, e vefe savet diwar an elfennoù pen ha rhudd (= ruz)[3],[4].