Pere Calders pe Pere Calders i Rossinyol (Barcelona, 29 Gwengolo 1912 - 21 Gouhere 1994) a oa ur skrivagner hag un treser eus Katalonia. Unan eus skrivagnerien vrudetañ an XXvet kantved eo, dreist-holl evit e zanevelloù.
Pere Calders a oa bet ganet e 1912 e Barcelona. Studiañ a reas e Skol-Uhel an Arzoù kaer e Barcelona. Pa oa 20 vloaz e labouras evel treser ha kazetenner hag embann a reas e zanevelloù kentañ. Kenlabourat a reas gant Tisner en adsevel ar gelaouenn fentus L'Esquella de la Torratxa. E 1936 ec'h embannas e zaou levr kentañ, an dastumad danevelloù El primer arlequí hag ar romant berr La glòria del doctor Larén, a ginnig perzhioù kustum oberenn Calders, diazezet war an diskiantegezh, an dic'hortoz hag an degouezh.
E 1937, e-pad Brezel diabarzh Spagn, e emezelas a-youl vat en arme republikan, hag e labouras evel kartennaouer e Teruel. Dastum a reas e eñvorennoù eus ar mare-se el levr Unitats de xoc. Ur wech echu ar brezel, war-lerc'h ur pennad e kamp-bac'h Prats de Molló, ez eas en harlu da Vro-Vec'hiko, e lec'h ma chomas tri bloaz warn-ugent. E-keit-se e kendalc'has da embann danevelloù ha romantoù. Menegiñ a ranker Cròniques de la veritat oculta (1955) ha Demà a les tres de la matinada (1959). Distreiñ a reas da Gatalonia e 1962.
Anavezet e voe e 1979, pa voe leurennet an oberenn Antaviana, gant Dagoll Dagom, a aozas un nebeud eus e gontadennoù. Gounit a reas Priz Enor al Lizhiri Kataloniat e 1986, ha mont a reas da anaon e Barcelona d'an 21 a viz Gouhere 1994. Div zanevell diwar e bluenn eus "Cròniques de la veritat oculta" zo bet troet e brezhoneg gant Gwenael Emelyanoff hag embannet gant Al Liamm.