Ar b-Petrocorii (pe Petrucorii) a oa ur bobl c'halian o vevañ el lec'h m'emañ an departamant Dordogne bremañ. O c'hêr-benn e oa Vesunna Petrucoriorum (Periguers hiziv).
Diwar anv ar bobl-se eo deuet anv proviñs kozh Perigòrd, koulz hag anv kêr Periguers.
En-dro dezho e oa ar pobloù-mañ : Santones, er gwalarn, dispartiet diouzh ar Petrocorii gant ar stêr Lisona, Lemovices en hanternoz, Arverni er reter ha Cadurci er c'hreisteiz. Sklaer eo ster o anv, hervez ar geltiegourien : talvezout a rae kement ha "peder fobl", "pevar arme", savet diwar an elfennoù petru- (pevar) ha corio- "pobl, klann, arme"[1].
Hervez Julius Caesar e voe kaset 5 000 den ganto da Alesia, da reiñ harp da emsavadeg Verkingetorix a-enep ar Romaned e 52 kent J.K.[2].
Brudet e oa ar b-Petrocorii evel tud varrek war labour an houarn, hervez an douaroniour Strabon[3].