Peurid-ar-Roc'h

Peurid-ar-Roc'h
An iliz-parrez
An iliz-parrez
Anv gallek (ofisiel) Pommerit-Jaudy
Bro istorel Banniel Bro-Dreger Bro-Dreger
Melestradurezh
Departamant Aodoù-an-Arvor Aodoù-an-Arvor
Arondisamant Lannuon
Kanton ar Roc'h-Derrien (betek 2015)
Landreger (abaoe 2015)
Kod kumun 22247
Kod post 22450
Maer
Amzer gefridi
André Le Moal
2014-2020
Etrekumuniezh Lannuon-Treger Kumuniezh
Bro velestradurel Bro Treger-Goueloù
Lec'hienn Web http://www.mairie-pommerit-jaudy.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 1 264 ann. (2016)[1]
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 43′ 58″ Norzh
3° 14′ 27″ Kornôg
/ 48.7327777777778, -3.2408333333333
Uhelderioù kreiz-kêr : 75 m
bihanañ 2 m — brasañ 94 m
Gorread 20,37 km²
Lec'hiañ ar gêr
Peurid-ar-Roc'h

Peurid-ar-Roc'h a oa ur gumun e Treger, e Breizh e departamant Aodoù-an-Arvor.

  • Emañ Peurid-ar-Roc'h war lez reter ar stêr Yeodi.

Kumunioù amezek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Rod an avelioù Ar Roc'h-Derrien Yeodi, Ar Vinic'hi Trogeri Rod an avelioù
Langoad N Hengoad, Pleuzal
K    Peurid-ar-Roc'h    R
S
Prad, Mantallod Runan Pleuzal

Stummoù kozh skrivet :

Pumurut (1160), Pernerit Gyendi / Pomerit Jeudi (1330), Pemerit Jeudi / Pemerit Yeudi (1444), Pomerit Jaudi (1451), Poumeri Eude (1516), Poemerit Jaudy (1592), Pumerie (1630), Pleumeurit-Jaudy (1636), Pomerit-Jaudy (1709), Pommerit-Jaudy (1731).
  • Er prantad galian-ha-roman e oa diazezet Pommeratum war an uhel a-us d'ar rinier Yeodi, tost d'an hent galian-ha-roman eus Gwengamp da Blougouskant. Al lec'h kentañ en em gav e Kersaliou (< sal-, talvezout ul lec'h diskuizh, un eskemm, war an hentoù galian-ha-roman).
  • Ul lodenn diouzh Peurid a zo bet distaget e penn kentañ an XIvet kantved, d'ar c'houlz ma oa bet savet ur c'hastell er Roc'h (Rocca), Kêr ar Roc'h, evit Derien, e anv bet chomet stag ouzh hini ar gumun.
  • Mervel a reas 75 gwaz abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, da lavaret eo 3,93 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[2].
  • Strouezheg Koad-Nevenez FTP-FFI a voe taget ha dismantret gant an Alamaned d'an 19 a viz Gouere 1944, lazhet e voe nav rezistant[3].
  • Mervel a reas pevarzek den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[2].

Brezelioù didrevadennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

XXIvet kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Kendeuzet e oa bet gant teir c'humun all d'ar 1 a viz Genver 2019 d'ober ur gumun nevez : Roc'h-ar-Yeodi[5].

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Pont-Rod, roudour war an hent galian-ha-roman a dreuz ar rinier Yeodi
Maner Koad-Nevenez (XVIvet kantved)
Kastell Kervezen (1633)
Kastell ha Skol labour-douar Penn-ar-C'hoad
Maner Pradledan
Maner Roc'humelen
Maner Kervengi (XVIIIvet kantved)
Kouldri Keriku(ñ)
Maner ar Gozhkêr (XVIIIvet)
Iliz Sant-Pêr (1742)
Chapel Santez-Anna, e Kervezen (1638)
Chapel Sant-Anton (XVIIIvet)
Chapel Folgoad-Devet (XVIIIvet)
Chapel ar Gozhkêr, e-kichen Pont-Rod
Chapel Sant-Toel (XVIvet – XVIIIvet), e kichenn Kerrod
Kroaz ar Gakouzien
  • Monumant ar re varv e-tal an iliz katolik, luc’hskeudenn ha kartenn-bost [6]. E 1930 e voe savet[7].
Tud bet ganet eno
  • Azoù ar Genkiz, gwreg Helouri, aotrou Kervarzhin, er Vinic'hi-Landreger,  mamm da sant Erwan Elouri a Gervarzhin.
  • Ujen ar Rouz (Evnig Penn ar C'hoad), saver kanaouennoù ha pezhioù-c'hoari, 1892.
Tud bet marvet eno
  • Charlez-Loeiz ar Rouz Penn-ar-C'hoad : penn republikan, komiser ar C'huzul-ren, bet drouklazet e Penn-ar-C'hoad d'an 30 a viz Mae 1796.

Ardamezeg ar familhoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Boisgelin
Aotrounez Kersalioù
Palefarzhet : ouzh 1 ha 4 en gul e rodig-kentr en argant ; ouzh 2 ha 3 en glazur.
Le Borgne
Aotrounez Kerfalais, Coëtnevenoy, Roc'hmelen
En argant e gab dentek en gul.
Kermel
Aotrounez Kervezin
En gul e dreustell en argant heuliet gant daou leonparzh en aour.
Kersalioù
Aotrounez al lec'h
Treustellet etre argant ha gul, e leon balirant en sabel, krabanet, teodet ha kurunet en aour.
Michel
Aotrounez Keranroux
En argant e benn Morian en sabel, talwedek en argant.

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver a annezidi

Ya d'ar brezhoneg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'ar 5 a viz Kerzu 2016 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.

Mellenn aval, lavar din
E petore bro e timezin :
Pe e Peurit pe e Rom,
Pe er gêr e-ti ma mamm,
Pe e Peurit pe e Prat,
Pe er gêr e-ti ma zad ?

Dastumet gant Jules Gros, Le Trésor du Breton parlé, 3/385.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fr)Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne
  • (fr)Régis de Saint-Jouan : Dictionnaire des communes. Département des Côtes-d'Armor. Eléments d'histoire et d'archéologie. Conseil général des Côtes-d'Armor. 1990.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]