Bevet o dije ar pevar mab Emon da vare Karl Veur. Mibien e oant d'an dug Emon (Aymon e galleg), eus Dendermonde, ha d'e wreg Aja, a vije bet c'hoar da Garl Veur. Anvet e oant Renaud (Reinhold, Renaut, Reinhout er skridoù gallek), Guichard (Guiscard pe Witsard er skridoù gallek), Alard (Alart, Adelhard, pe Adelaert) ha Richarzh (pe Richard, Ritsart, Risaert e galleg).
Perc'henn e oant holl, hervez ar vojenn, war ur marc'h hepken, deuet da vezañ brudet, e anv Boyard. E koad an Ardenne hag e kastell Montalban e c'hoarvez an istor.
Renket pe adaozet eo bet e brezhoneg a-vremañ hag e peurunvan gant Pêr Bourdellez, skeudennet gant Erwan Kervella gantañ an anv a "Ar Pevar Mab Emon lesanvet Ar Pevar Marc'h Limon" hag embannet gant ar gelaouenn Skol, niverenn 36,37, 38, e 1967.
A-hervez, ar mab henañ, Renaud de Montauban, brudet gant an Ariosto en Orlando furioso, goude e gurioù evel marc'heg, a vije aet da vanac'h. Jean Froissart a zanevellas o istor en e g-Chronique (levrenn III, rannbennad xv).
Anavezet e oa an istor e Bro-Saoz e-kreiz an XIIIvet kantved[2] ha William Caxton a embannas ur skrid anvet The right plesaunt and goodly historie of the foure sonnes of Aymon e 1884[3].
(fr) De Combarieu du Grès, Micheline & Subrenat, Jean. Les Quatre Fils Aymon ou Renaud de Montauban. Paris : Folio, 1983 (ISBN 978-2-07-037501-1)
Les Quatre Fils Aymon zo anv ur varrez savet gant Maoris Béjart ha Janine Charrat e 1961 ivez.
Buez ar Pêvar Mab Emon, duc d'Ordon, laqet e form eun dragedi, ha reizet en urz gant A.L.M.L., E montroulez, e ti Ledan, Impr.-Libr., e traon ru ar vur, 1848, skrid enlinenn
Huon de Villeneuve, Histoire des quatre fils Aymon, embannet gant Jean-Pierre Brès, Pariz1829, in-32.
↑(fr)Les Quatre Fils Aymon, ou Renaud de Montauban – Présentation, sélection et traduction en français moderne par Micheline de Combarieu du Grès et Jean Subrenat, Paris, Gallimard, 1983, ISBN 978-2-0703-7501-1
↑Geneviève Hasenohr, Georges Grente, Guy Raynaud de Lage, Louis Pichard, Michel Zink, Dictionnaire des lettres françaises – Le Moyen-Âge, Le livre de Poche, 1992, ISBN 2-2530-5662-6, pp.1257-8.