Philippe Ébly, anv-pluenn Jacques Gouzou[1] (29 a viz Gouere 1920 e Pariz — 1añ a viz Meurzh 2014 e Liège) a oa ur skrivagner belgiat. Skrivet en deus levrioù skiant-faltazi, fantasi ha space opera e galleg evit ar re yaouank.
Tri c’hrennard, Serge, Xolotl ha Thibaut (diwezhatoc’h e teu ur plac’h, Souhi, da gemer perzh er strollad), a ya da veajiñ e broioù pell (Destination Uruapan, en amzer da zont (La voûte invisible), en amzer dremenet (L’évadé de l’an II), pe e lec’hioù ijinet (L’île surgie de la mer).
Embannet ez eus bet daou levr-c'hoari, Deviens Conquérant de l’impossible.
Pevar c’hrennard, Kouroun, Thierry, Noïm ha Didier, a ya da vedoù fantastek, alies awenet gant an istor.
Pevar c’hrennard, Dogann, Hina, Katia ha Xoni, izili eus Polis an Egor, zo kaset da blanedennoù evit kefridioù ergerzh pe saveteiñ.
Meur a wech en deus kaset Philippe Ébly e dudennoù da Vreizh. La Vôute invisible a c'hoarvez tost da Garnag, 5000 bloaz en amzer-da-zont, hag eno e vez komzet ur yezh a zeu eus ar brezhoneg, gant gerioù evel pesk-kemmuz pe hoc’h-gouez. E 2159, la fin des temps troublés e ya ar grennarded d’ar Menez C'homm evit klask un den eus an amzer-da-zont, eno ez eus anv eus an Aotreier hag Itronezed Erer Kaloneg (sic), Naër Enoruz, hag all. E Les Trois Portes e ya ar baotred d’ur bed ijinet, le pays de Ganéom, a denn da Vreizh ivez.
(fr) Dominik Vallet (2007). Destination Philippe Ébly. Temps impossibles. ISBN 978-2-9528567-0-6.