Krouet e voe d'ar Gwener 1añ a viz Genver 1677, anvet Phèdre et Hippolyte, war leurenn an Hôtel de Bourgogne. Daou zeiz goude e voe krouet ur pezh all, anvet Phèdre et Hippolyte ivez, savet gant Nicolas Pradon war leurenn an Hôtel Guénégaud. Da gentañ e seblantas pezh Pradon ober muioc'h a verzh, met a-benn ar fin eo hini Racine a blijas muioc'h, ken e voe ankouaet pezh Pradon a-benn un toullad mizioù.
Goude ar pezh-se e paouezas ar skrivagner da skrivañ c'hoariva evit bezañ istorour ar roue gall Loeiz XIV. Ne skrivo nemet daou bezh ken e fin e vuhez, hag an daou a vo awenet gant ar Bibl: Esther (1689) hag Athalie (1691).
En alamaneg: Friedrich von Schiller (1805), Ernst August Wilhelm Gräfenhan (1825), Wilhelm Willige (1956), Rudolf Alexander Schröder (1958), Wolf Steinsieck (1995)
En saozneg : Robert Lowell (1961), Wallace Fowlie (1962), J. Cairncross (1982), Ted Hughes (e gwerzennoù dieub 1998), Charles Sisson (2001), Timberlake Wertenbaker (2009)
En spagnoleg : Pablo Olavide (1786), Carlos Pujol (1982), Rosa Cachel (1983), Dolores Fernández Lladó (1985), Nydia Lamarque, Paloma Ortiz García (2003).
En svedeg : Gudmund Jöran Adlerbeth (1797), Karl August Hagberg (1906), Thomas Kinding (1964) [an teir en gwerzennoù daouzeksilanbennek], Göran O. Eriksson (1996), Anders Bodegård (2006)