Pierre Le Baud, pe Lebaud, ganet war-dro 1450, e Saint-Ouën-des-Toits (Mayenne) diouzh a greder, ha marvet d'an 29 a viz Gwengolo 1505 e Laval, a oa chaloni ha kofesour an dugez Anna Breizh hag anavezet eo abalamour d'e skridoù diwar-benn istor Breizh.
Daou Istor Breizh en doa skrivet ; an hini kentañ e 1480, dindan ren an dug Frañsez II, hag an eil e 1505, dindan ren an dugez Anna. Div skouerenn dornskrivet a chom eus an oberenn gentañ, anvet "Compillation des cronicques et ystoires des Bretons", hag a oa bet adembannet e 2018 gant ar Presses Universitaires de Rennes.
D'ar 4 a viz Here 1496 e oa bet aotreet Pierre Le Baud, gant an dugez Anna, da furchal en holl skridoù ha "teulioù a oa e chabistroù, abatioù, kumuniezhoù ha dielloù ar vro". Echuiñ a reas skrivañ e eil "istor Breizh" e 1505 hag embannet e voe gant an anv "Cronique des roys et princes de Bretaigne armoricane". Teir skouerenn dornskrivet eus an oberenn-se zo chomet betek ennomp. Moullet e voe e 1638, gant an titl "Histoire de Bretagne, avec les chroniques des maisons de Vitré et de Laval".
Skridoù all en deus savet Pierre Le Baud ivez : "La Chronique de Vitré et de Laval", "Le Bréviaire des Bretons", "Le Discours de l'Origine et Antiquité de Laval".