Pietro Aretino (20 a viz Ebrel 1492 – 21 a viz Here, 1556) a oa ur barzh italian, skriver pezhioù-c'hoari ha flemmskridoù, hag en doe levezon bras meurbet war an arz hag ar politikerezh hag a ijinas ar bornografiezh lennegel[1].
Ganet en Arezzo en noz entre an 19 hag an 20 a viz Ebrel 1492, mab e oa d'ur botaouer-lêr anvet Luca (marteze Del Tura e anv-tiegezh) hag ur c'hast prostituta, Margherita dei Bonci, lesanvet Tita, a veze ivez patrom e ti al livourien ha kizellerien. Dont a ra e anv Aretino eus hini e barrez c'henidik (Aretino, "eus Arezzo" en italianeg).
N'eo ket deskadurezh vras en doe en Arezzo, ha harluet e voe. Chom a reas e Perugia e-pad un dek vloaz bennak a-raok mont da Roma. Eno e voe gwarezet gant Agostino Chigi, un arc'hantour bras a oa gwarezour Raffaello. Pa varvas Hannon, un olifant a oa d'ar pab Leon X, e 1514, e skrivas Aretino ur flemmskrid anvet "Youl Diwezhañ ha Testamant an Olifant Hanno." Er skrid-se e rae goap ouzh tud veur kêr Roma, politikerien ha tud a iliz, hag ouzh ar pab zoken. Berzh a reas, ha brudet e voe Aretino evel paotr ar flemmskridoù ha lesanvet e voe ...
La cortigiana zo un drevezaden eus Il Cortegiano, gant Baldassare Castiglione; E-barzh eo kontet troioù un denjentil a Siena a ya da Roma da vout kardinal. Ur serc'h a garfe kaout ivez met sevel a ra karantez ennaén ouzh ur plac'h en he frenestr.
Mignon e oa d'al livour Tizian, a reas tri foltred anezhañ. Mervel a reas, a lavarer, diwar tagañ o c'hoarzhin."[2]
-evit ar c'hoariva: