Pikteg | |
---|---|
Da get adalek 900 | |
Perzhioù | |
Komzet e : | Bro-Skos |
Rannved : | Europa |
Komzet gant : | Dianav |
Familh-yezh : | Dianav, marteze Indezeuropek
|
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | |
Akademiezh : | |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | |
ISO 639-2 | |
ISO 639-3 | xpi |
Kod SIL | PIC |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
Pikteg a zo ur ger implijet evit komz diwar-benn yezh (pe yezhoù) ar Bikted, ur bobl eus Hanternoz Bro-Skos e-pad mare kentañ ar Grennamzer. Bezañs ur yezh difer d'ar Bikted a zo lakaet anat gant Beda Venerabilis a lâr a oa disheñvel ar pikteg eus ar gouezeleg hag ar c'hembraeg.
N'eus tra anat ebet skrivet e pikteg, met anvioù-lec'h pe anvioù tud roet gant skrivagnerien hag a veve da vare ar Bikted a c'hall reiñ ur soñj eus petra e oa ar pikteg. Evit lod ez eo ar pikteg ur yezh keltiek, predenek moarvat, disheñvel avat diouzh yezh ar Vrezhoned. Evit lod all a oa ar pikteg ur yezh ragindezeuropek. Bremañ e soñjer e oa kentoc'h ur yezh predenek, met levezonet gant ur yezh koshoc'h marteze.