Pleuveur-Bodoù

Pleuveur-Bodoù
Porzhig Landrelleg.
Porzhig Landrelleg.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Pleumeur-Bodou
Bro istorel Banniel Bro-Dreger Bro-Dreger
Melestradurezh
Departamant Aodoù-an-Arvor Aodoù-an-Arvor
Arondisamant Lannuon
Kanton Perroz-Gireg
Kod kumun 22198
Kod post 22560
Maer
Amzer gefridi
Pierre Terrien
2014-2026
Etrekumuniezh Lannuon-Treger Kumuniezh
Bro velestradurel Bro Treger ha Goueloù
Lec'hienn Web (fr)Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 3 828 ann. (2022)[1]
Stankter 143 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 46′ 36″ Norzh
3° 30′ 59″ Kornôg
/ 48.776666667, -3.516388889
Uhelderioù bihanañ 0 m — brasañ 106 m
Gorread 26,71 km²
Lec'hiañ ar gêr
Pleuveur-Bodoù

Pleuveur-Bodoù a zo ur gumun eus Breizh, e Bro-Dreger, e departamant Aodoù-an-Arvor. Pleuveuriz a vez graet eus an annezidi.

Pleuveur, da lavaret eo ar barrouz veur, a oa enni Tregastell ha Trebeurden betek an 10vet kantved, hag ac'h ae betek Louaneg zoken. Moarvat e teu Bodou eus Podo, ur manac'h  pe sant penitiour deuet eus Breizh-Veur da Arvorig d’en em staliañ er 6vet pe er 7vet kantved, evel kalz eus e genseurted dezhañ.

Ur gumun eus bord ar mor hag eus an douar-bras eo war ar memes tro, ha gant se e kaver a lec’h da lec’h gweledvaoù gwall zisheñvel. Bec’h ha chikan zo bet a-wechoù etre tud an Enezenn ha re ar bourk, ken disheñvel ma oa o micherioù hag o zemz-spered dre ma ne renent ket ar memes buhez ; bez' e oa pesketaerien, martoloded, maengleuzerien diouzh un tu, labourerien-douar diouzh an tu all. Aet eo ar micherioù-mañ war zigresk, unan anezhe a zo o vont da get koulz lavaret, ha laosket o deus o merk war ar vro avat. Evit pezh a sell eus tro-spered an dud n’eus ken met sellet ouzh filmoù Thierry Compain gouestlet d'an Enez-Veur, selaou yaounkiz an Enez-Veur oc’h ober Chouanted eus tud ar bourk, evit kompren pegen dibar eo chomet ar vro war an dachenn-mañ, daoust ma'z eo cheñchet da vat poblañs ar barrouz, koulz er bourk ha war an enezenn.


Ekonomiezh ha kevredigezh :

Ar vuhez war ar maez a oa start. Diskar a ra se skeudenn faltazïus ar maezioù peurvad, hiraezh an distro d’ar maezioù a wechall. Ur geidenn a 35 bloaz e pad ar vuhez a oa d’ar c’houlz-se, ha ne vo ken nemet 37 vloaz evit ar baotred ha 43 bloaz evit ar merc’hed e penn-kentañ an 20vet kantved. Evel e lec’h all, n’emañ ket ar baotred hag ar merc’hed keit-ha-keit war an dachenn-mañ. Re a alkool a oa e-mesk an dud, evel ma testeni pennadoù 'zo  tennet eus “Le Lannionais Républicain” ha “L’Echo de Lannion” (mirour). N’eo ket se avat a lake an dud nec’het met kentoc’h bloavezhennoù fall an eost, ar goañvezhioù kriz, ar c’hleñvedoù-red, ar c'holera en o zouez, daoust ma ne voe ket skoet Pleuveur betek re gant kleñvedoù pennañ ar c’houlz-se.

Fall eo ar yec’hedouriezh. Uhel eo feur-mervel ar merc’hed o tougen ha hini ar vugale nevez-c’hanet. Gwelloc’h a-se e kompener brud vat ar gwiliouderezed burzhudus anvet « Mammig Wenn » ha « Mili Wenn » deuet betek ennomp hirie.

Gant ar c’hreñv m’eo an hegounioù hag an doan rak gwall-zarvoudoù ar vuhez, e c’houlenner skoazell digant dour ar feunteunioù hag ar peulvinier da bareañ an dud…

·        Evit an daoulagad, feunteun Samson e Keralies

·        Evit ar merc'hed n’int ket frouezhus, peulvan chapel Samson

·        Evit ar vugale diwezhat o vale, feunteun Sant Salver en Enez-Veur

E-pad an 19vet ec'h eo troet kalz buhez al lodenn vrasañ eus ar gumun war ar maez. En Enez-Veur avat e tiorren daou obererezh hag o deus graet he fersonelezh : unan o tennañ d’ar mor (pesketaerezh, merdeadurezh, floderezh...) hag egile troet war ar greunvaen (granit).

Merket eo ar speredoù gant ar mor dreist-holl, ar gwerzioù a zezrevell an darvoudoù start, an dle  a rank ar wazed rentañ d’ar mor (peñse ar vezhinerien d'an 8 a viz C'hwevrer 1844...), glac’harioù ar vuhez (efedoù lezennoù ar bezhina...). Evit pezh a sell ouzh labour ar greunvaen, n’eo ket hemañ a roas ur vuhez aezetoc’h d’an dud. Brud kaer avat a zegasas dezhe hep mar ebet.

E-mesk an oberennoù ar muiañ anavezet : pont Montroulez, Tour-tan Enez-Vriad,Tour-tan an Treoger, pavezioù  an Hanternoz…

Anatol ar Braz a roas meuleudi d'an Enez-Veur (« enezenn ar vengleuzierien » ), Yann Paranton « Kizeller ar sonioù » war France Culture a ouestlas dezhi unan eus e gaerañ abadennoù, « Amzer an Aotrounez ».

E 1936 e savas stourm ar vengleuzierien. Goude pemp sizhunvezh diskrog diwar o labour e voe teurvezet kreskiñ o gopr a zaou wenneg.

En 20vet kantved (e-doug an eil hanterenn dreist-holl) ec’h aio da fall an holl obererezhioù o doa maget Pleuveuriz ha stummet o istor e-pad pell amzer. Diouzh an tu all ec'h eo d’ar c’houlz-se ivez e saver ar Radom, stignoù nevez, hag ec’h arru teknologiezhioù nevez en Treger, o cheñch da vat labour ha buhez an dud kement hag ar boblañs.

Ar planetarium, kêriadenn ar C’halianed, an LPO a ziskouez pegen dedennet eo gant hon flanedenn.

Tud hollvrudet zo bet degemeret ganti, hag o deus roet ton dezhi en o oberennoù :  Joseph Conrad (e anv zo bet roet d’ur straed en Enez-Veur), Anatol ar Braz, Charlez ar Gowig, Feliz an Danteg , Maoris al Lannou, kement ha menegiñ un toullad anezhe.

Pleuveur-Bodoù a zo war aod Mor-Breizh, etre Trebeurden ha Tregastell. Kumunioù amezek : Trebeurden; Tregastell; Lannuon (Servel)

Bernard Tanguy : Plebs Magna Podou, Plebs Boudou, 1330; Plebs Magna Podou, c. 1330, fin XIVvet; Ploemeur Podou, 1461, 1481; Pleumeur-Bodou, 1486; Pleomeur Podou, 1543 Chom a ra diasur ar wrizienn Podou. Marteze diwar un anv den, evel evit Pleuveur-Gaoter. Erwan Vallerie : Plebe Magna Podou, Plebe Boudou, 1330; Ploeneur ?, 1407; Plomeur Bodou, 1516; Pluuir Bodou, 1630; Pleumeur-Bodou, 1779

« En glazur e vor en argant leinet gant ur steredenn a beder zerenn en aour »
  • Sturienn : Dreist mor ha douar — Ardamezioù degemeret war-dro 1963.

Merkoù don un hir a istor a zo war ar sevenadur hag ar maezioù. Bezañ zo skouerioù splann eus perzhioù istorel labour ha spered an dud : feunteunioù implijet evit lidoù sakr an dour, peulvinier (hini Sant Uzeg, bet kristenaet er 17vet kantved diwar levezon an Tad Maner hag a zo unan eus ar re vrudetañ er bed a-bezh), chapelioù da azeuliñ sent Breizh (sant Samson), ar radom…

Pinvidik eo istor ar barrouz,  ha bezañ 'zo ur bern awidelloù kaer ha saourus diwar he fenn. Liammet eo evel-just gant hini Europa hag ar Bed :

  • Enez Aval, an “Avallon“, enezenn ar gwez-avaloù (an hini nemeti gant an anv mojennek-se), karreg ar Vran pe Kastell Enez Vran, testeni o-div eus mojenn Arzhur a awenas ha roas kement da speredelezh Europa.
  • Ar Radom ma voe skignet anezhañ ar c'hentañ skeudennoù skinwel d’an 11 a viz Gouere 1962.

Test eo istor ar barrouz eus buhez pep den koulz hag eus hini ar gumuniezh a-bezh, o lakaat war-wel an istor bihan hag an Istor bras. Ret eo gouzout sellet, mont a-hed hec’h aodoù hag he gwenojennoù, selaou he gwerzioù, lenn he levrioù, anavezout memor he lec’hioù, eñvorennoù hec’h annezidi...

E-pad pell eo bet ur gumun diwar ar maez dindan veli kastell kaer hag oberiant Kerdual. E lodennoù koshañ zo bet savet en 12vet kantved. Evel er c’hestell all e oa kefridioù ret d’e aotrounez seveniñ : mererezh an domani hag hec’h annezidi, barnerezh, justis izel hag uhel. Heverkañ mare ar gumun hag an hini gwellañ anavezet eo hini an 19vet kantved.

E-kerzh an Dispac’h Gall e nac’has ar barrouz sentiñ ouzh an divizoù bet tapet gant Beleien 'zo e Treger. Gwelet a reer splann e sarmonioù an aotrou a Largez (abbé du Largez) pegen taer e save-eñ peurliesañ a-enep da Lezenn-diazez Diveleg ar Gloer. Ur gwir chism a voe e-barzh an Iliz en abeg d’al le-fealded a rankas kement beleg ober war c’houlenn ar Vodadenn Vroadel. Disrannet e voent : darn o vont da veleien douer pa zivizas darn all da chom didou. Relijiel e oa an tabut da gentañ pa deuas ar chikan da vezañ politikel goude-se. Repuet war Enez-Jerze e 1795, e kemeras perzh an aotrou a Largez e dilestradeg Kiberen. Er memes bloavezh e voe harzhet, ha fuzuilhet d’an 30 a viz Gouere.

Derc’hel a reas istor ar barrouz gant e hent stroñsus evelkent, ur person touer en he fenn ha daou gure didou d’e skoazellañ.

Diwezhatoc’h e savas parrouziz Pleuveur a-enep da lezenn Dispartiañ an Iliz hag ar Stad, hag ec'h ejont betek aloubiñ an ilizoù. Darn anezhe a gemeras perzh er stourm enep savidigezh delwenn da Ernest Renan war leur-gêr iliz-veur Landreger, hag a-du evit ar gest a voe graet a-benn sevel kalvar an Daspren (Redamsïon).

Arabat ankouaat kennebeut all, e-kreiz ar freuz hag ar reuz a oa, ar bec’h a savas tro-dro d’ar brezhoneg abalamour d'ar "simbol" a veze peget ouzh ar vugale er skol pa vezent tapet oc’h ober gant o yezh !

  • Mervel a reas 54 den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[2].

Mojenn ar Roue Arzhur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Pleuveur ez eus ur c'hastell Kerduel, hag un enezenn Aval. Ha Kamlez nemañ ket pell ! Ha ma vefe ar vro tro war dro al Leger ar rouantelezh Logres ? Trawalc'h evit lakat ar speredoù da dridal war mojenn ar Roue Arzhur, abalamour da gCarduel, ur gêrbenn ar Roue Arzhur, ha da enez Avalon, e-lec'h e vefe bet douaret. Komz e vez eus daou Gembread deut war o zaoulin e kambr ar Roue Arzhur, e kastell Kerduel.

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Peulvan Sant Uzeg
  • Alez toet Ti ar C'hornandoned (pe Ti-Lia).
  • Taol vaen Kerewen.
  • Iliz katolik Sant Pêr.
  • Iliz katolik Sant Mark.
  • Chapel Sant Uzeg.
  • Chapel Sant Samzun.
  • Kastell Kerduel.
  • Monumant ar re varv er vourc'h, stok ouzh an iliz katolik Sant Pêr, luc’hskeudenn[7].
  • Monumant ar re varv en Enez-Veur, luc’hskeudenn[8].
  • Taolenn ar re varv en iliz katolik an Enez-Veur, luc’hskeudenn[9]

Stag eo an Enez-Veur ouzh kumun Pleuveur, goude ma oa ur barrez distag, ha person enni, er bloavezhioù 1960.

  • Enez Aval
  • Peulvan ha kroaz kozh-kozh
  • Enez Aganton (kroazioù kozh-kozh).
  • Enez Losket.
  • Kêriadenn galian.

Deskadurezh ha buhez kenstroll

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pemp skol a zo e Pleuveur-Bodoù :

  • Skolaj Paol ar Flemm (publik).
  • Skol Yann ar Morvan (publik) ar bourk.
  • Skol Enez-Veur (kentañ derez).
  • Skol Armand-Lagain (publik) Kerenog.
  • Skol Sant Jozef (prevez) lec'hiet er bourk.

Buhezek eo ar vuhez hag an traoù e Pleuveur, koulz eus kostez ar sevenadur hag eus kostez ar sport. Ar strolladoù sevenadurel a zo kevredet e-touesk an OKSD (Ofis-Kêr ar Sevenadurezh hag an Dudi) hag ar strolladoù sport e-touezh an OKS (Ofis-Kêr ar Sportoù). E Pleuveur-Bodoù a kaver ivez :

  • Un drompilhadeg.
  • Ur c'hlub mell-droad.
  • Ur c'hlub mell-dorn.
  • Ur c'hlub tennis.
  • Ur c'hlub tennis-taol.
  • Ur c'hlub badminton.
  • Ur c'hlub sport-emgann (judo).
  • Ur c'hlub embregerezh-korf, Cosmogym: meur a briz aet gantañ e kevezadegoù Bro-C'hall.
  • Ur c'hlub marc'h-houarn war hent.
  • Ur c'hlub MTB (Marc'h-houarn Treuz-Bro) : aozer al "Lou-Anne", unan eus an traoù pennañ a c'hoarvez e Bro-Dreger, bep bloaz e miz Here.
  • Ur skol vageal e kreizenn Enez-Veur.

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver a annezidi

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro Kêr Abaoe
Iwerzhon Bun an Tábhairne 1992

Ardamezeg ar familhoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
d'Acigné, aotrounez Keruzeg ː

En erminoù e dreustell zivouedet en gul karget gant teir flourdilizenn en aour.

  • Ger-ardamez : Neque terrent monstra[10]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fr) Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes d'Armor. Origine et signification. ArMen - Le Chasse-Marée. 1992
  • (fr) Daniel Giraudon & Louis Lemoine : Saint Samson & Arthur Roi. Commission du Patrimoine. Pleuveur-Bodoù. 1993
  • (br) Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
  • (fr) Edmond Rébillé : Itinéraire littéraire en Côtes d'Armor. Coop Breizh. 1998
  • (fr) Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes des Côtes d'Armor & Ille-et-Vilaine. 2008

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]