Plouilio

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Plouilio
An iliz katolik
An iliz katolik
Anv gallek (ofisiel) Ploumilliau
Bro istorel Treger
Melestradurezh
Departamant Aodoù-an-Arvor
Arondisamant Lannuon
Kanton Plistin
Kod kumun 22226
Kod post 22300
Maer
Amzer gefridi
Yann Kergoat
2020-2026
Etrekumuniezh Lannuon-Treger Kumuniezh
Bro velestradurel Bro Treger ha Goueloù
Lec'hienn Web (fr)Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 2 452 ann. (2020)[1]
Stankter 71 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 40′ 51″ Norzh
3° 31′ 22″ Kornôg
/ 48.680833333, -3.522777778
Uhelderioù kreiz-kêr : 101 m
bihanañ 0 m — brasañ 133 m
Gorread 34,69 km²
Lec'hiañ ar gêr
Plouilio

Plouilio zo ur gumun eus Breizh e Treger, e kanton Plistin, e departamant Aodoù-an-Arvor.

Plouilio, ouzh hanternoz, a zo stok ouzh genoù al Leger, etre Ploulec'h ha Tredraezh-Lokemo Kumunioù amezek : Ploulec'h; Ploubêr; Plouared; Plouzelambr; Lomikael; Tredraezh-Lokemo

B. Tanguy : Eccl. de Ploemyliau, fin XIVvet; Ploumilliau, 1426; Ploemiliau, 1481

E. Vallerie : Plouemiliau, 1516; Plomelio, 1630

Diwar plou (ploe) hag anv sant Milio[2], a oa, hervez mammennoù 'zo (Dictionnaire des prénoms celtiques Albert Deshayes, Le Chasse-Marée/ArMen 2000, pp88–89), ur manac'h deuet eus Iwerzhon er Vvet kantved, hag a zo deuet da vezañ paeron ar barrez-mañ. E anv a zo bet lakaet da Enez Viliao e Trebeurden e-lec'h ma c'haller gwelet e beniti hag ivez e-kostez Lokemo[3]. Hervez Buhez ar Sent ("Bue ar Zent", savet gant an Aotrou Perrot, renket a-nevez gant Erwan ar Moal, rener "Kroaz ar Vretoned", Moullet gant ar Gwaziou e Montroulez e 1912, p742) e oa Milio pe "Meliav" roue Kerne er VIvet kantved. Mab e oa da Vudig, kont a Gerne, pried Santez Aourell, merc'h Winnog, roue Domnonea ha tad Sant Melar. Goude bezañ bet roue e-pad seizh bloavezh a eurvad evit e rouantelezh e voe drouklazhet gant e vreur Rivod. Diskouezet e vez alies o tougen e benn troc'het, ur gurunenn warnañ, pe gant ur c'hleze en e zorn. Gellout a reer lenn ivez e oa mab da Vudig met eñ roue Domnonea... E "Buez Sant Milliau ha Sant Moelar sent ha roueet a Vreiz-Izel" skrivet gant an aotrou J.Guillou, beleg eus eskopti Kemper ha Leon, hag embannet e 1883, e kaver bepred Milio mab da Vudig roue Kerne (pe Breizh-Izel) met o vevañ er VIIIvet kantved… Deuet e vije Milio da vezañ roue e 785. Oc'h eurediñ da Aourell merc'h priñs Domnonea (anvet Judocus el levr) e vije deuet da vezañ mestr war Leon ha Treger... E Kemper e oa e gêr-benn. E levr-se e tesker en dije Milio adtapet e benn gant e zorn evit gellout komz da Rivod ha pardoniñ dezhañ. Melar a vije bet lazhet eñ e 799. Ar sant-mañ a zo skeudennet en iliz Sant-Vilio Plouilio. Estreget e Plouilio, e vez enoret e Gwimilio, Pluniav ha Plonevez-Porzhe. Un delwenn anezhañ a gaver e Traoñienn ar Sent e Karnoed.

Familh Kemper a Lanaskol he deus n'ac'het d'ar gumunn ober gant ardamezioù ar familh. Abalamour da se, e vije dav lemmel an dresadenn diouzh an daolenn.

Ar Gumunn a ra gant ul logo.

  • Mervel a reas 30 den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[4].
  • Klasket e voe tapout argant en ti-post, gant izili eus ar Rezistañs moarvat, met c'hwitet e voe o zaol gante,d’an 23 a viz Mae 1944, hervez danevell sizhuniek Titouroù Hollek Sant-Brieg[7].
  • D'ar 6 a viz Gouhere 1944 e voe lazhet ar maer gant ar Rezistanted. Anvet e oa bet gant Renad Vichy e 1943. Kas a rae lizhiri evit flatrañ ar Rezistanted d'an archerien[8].

Brudet eo joskenn Plouilio, hag ar c'hilhevardon all.

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Kador-brezeg.
  • Kroazioù: kalz a groazioù hag a galvarioù koachet a-hed d'an hentoù a zo ivez lod eus glad relijiel Plouilio.
  • Kastell Lannaskol (prevez), a zo bet krouet e penn-kentañ ar XIVvet kantved ha kresket er XVIIvet ha XVIIvet kantved gant an tiegezh Kemper Lannaskol.
  • Iliz katolik Sant Vilio e Plouilio.

Penn-kentañ ar XVIvet kantved, XVIIvet kantved, XIXvet kantved.

  • Iliz Keraodi.
  • Kevredigezh Hentoù Koz he deus savet ul levrig dedennus tre war manerioù ar gumun (titourioù ha tresadennoù pluenn an ardamezeg). Amañ e vo kavet tresadennoù livet (darn a vez kavet dija en ardamezeg familhoù Breizh, war ar stern).

An Enez ; Gollot; Gwaz-Wenn Piriou; Gwerginiou; Kenkiz Iestin; Kenkiz Vras; Keranglaz; Kerblat; Kerboriou; Kerdual; Kergonan; Kerizien; Kernevez; Kerverder; Kervot; Kerdu; Kerdu-Rezon; Kerviganvac'h; Kerizout; Kervaengi; Kersenan; Kerwern; Koulmoù; Lanaskol; Lann-Plouilio; Leurvaen; Plas-Kerwenn; Rest Vras; Roslogod; Rumedon; Sant-Jozef; Sant-Yann; Trezao

  • Monumant ar re varv e-tal an iliz katolik, luc’hskeudenn[9].

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver a annezidi

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud ganet eno

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud marvet eno

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ardamezeg ar familhoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Titouroù kavet e labourioù Guy Le Borgne, Pol Potier de Courcy, Gourdon de Genouillac, hag all.

Arel,

aotrounez al Leurven

Palefarzhet etre argant ha glazur
Ger-ardamez : L'Honneur y gist.
Bigod,

aotrounez Runbêr ha Kerzalt (Kerizout)

En argant e ziv dreustell en gul, eilet gant c'hwec'h pempdeliaouenn ivez en gul, 3, 2, 1.
Bourhis,

aotrounez Kerblad

En gul e seizh kregilhenn en argant, 3, 3, 1.
Cariou,

aotrounez Kerginiou, Gwazhwenn, Kernevez, Sant-Visant

En glazur e deir rodig kentre en aourSturienn ː Urgent stimuli
Chapalian,

aotrounez Kerizout

En argant e deir sourin en gul; e grenngonk ivez en gul, karget gant ur steredenn en argant.
Courmeau,

aotrounez Leurvaen (hervez Hentoù Koz Plouilio)

En gul e deir c'hregilhenn en argant (hervez Guy Le Borgne)
Kemper,

aotrounez Lanaskol

En argant e leonparzh en sabel, leinet gant teir c'hregilhenn ivez en sabel
Keranglas En argant e deir zreustell en glazur
Kerbuzig En sabel, plezhek en aour ; ur ruilhenn ivez en aour ouzh kab
Kerret,

aotrounez Kerven

Palefarzhed; ouzh 1 & 4, en aour e leon kudennek en sabel, e c'housourin en gul balirant; ouzh 2 & 3, en argant, e zaou c'hudon penn ouzh penn, o vekañ ur c'halon en gul
Kermenguy Treustellet etre erminoù ha gul; ar re erminek karget gant c'hwec'h mailhenn en gul, 3, 2, 1
Kermerc'hoù,

aotrouien Leurvaen

En argant, e groaz melionek en sabel, karget gant pemp steredenn en aour
Kerverder,

aotrounez al lec'h se (c'hwec'h rummad)

En gul, e gebrenn en argant, eilet ouzh beg gant un arbenn ejon ivez en argant
de Boisgelin,

aotrounez Kerdu

Koad-Kelen (de Boisgelin), aotrouien Kerdu
Palefarzhet : ouzh 1 ha 4 en gul e rodig-kentr en argant ; ouzh 2 ha 3 en glazur
Ger-ardamez : In virtute vis.
de Coëtleven,

aotrouez Kermenguy

En argant e leon en gul.
Le Lann, aotrounez al lec'h.

Yann Al Lann a zo bet kabiten Montroulez e 1443.

En argant, e deir c'housourin en gul, e c'hrenngonk ivez en gul
Lantillac,

aotrounez Kergaradeg, e parrez Ploulec'h. Kavet ivez er maner Kerven, da heul familh Kerred

En argant, e dreustell en sabel plezek en aour, eilet gant teir rozenn en gul
Leizour, aotrounez Lanaskol.

Lakaet war roll an noblañs eo bet Erwan hag e vab Gwilherm al Leizour, eus parrez Plouzelambr, dre lizher an dug e 1439

En gul, e greskenn en argant, eilet gant teir kregilhenn ivez en argant
Le Noan.

Aotrounez Hentmeur.

En gul, e dri kleze en argant, begioù ouzh kab
L'Olivier.

Aotrounez Kervren

En argant e dreustell en gul treilhet en aour, eilet gant teir pempdiliaouenn en gul
Plouezoc'h.

Aotrounez Roslogot, eus 1427 da 1543.

En sabel, plezek en aour, e vevenn koñchek en sabel
Raison Kent 1568 : En argant, e greskenn en gul, eilet gant teir rozenn Kalais ivez en gul
Raison Adalek 1568 : En erminoù, e eir ruilhenn en sabel. Ger ardamez : Toujours Raison (= Gwir atav)
Le Run.

Aotrounez Keralgan. Meneget e 1669.x

En aour, e vran en sabel, ur skoultrig gwezenn-olivez en geot etre he krabanoù, eilet gant teir steredenn en sabel

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Yellen hag abEnnez : Dafar evit ur c'heriaoueg a'n Ardamezouriezh. Akademiezh Vreizh. 1965
  • (fr)Régis de Saint-Jouan : Dictionnaire des communes du département des Côtes d'Armor. Éléments d'histoire et d'archéologie. Conseil Général des Côtes d'Armor. 1990
  • (fr)Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes d'Armor. Origine et signification. ArMen - Le Chasse-Marée. 1992
  • (br)Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
  • (fr)Kevredigezh Hentoù Koz : Les vieilles pierres m'ont raconté Ploumilliau. Les manoirs. 1995

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. (fr)Fiche d'inventaire préliminaire
  3. (fr)Fiche d'inventaire préliminaire
  4. 4,0 ha4,1 Monumant ar re varv - Memorial Genweb
  5. (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  6. (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  7. (fr)Éric Rondel, En attendant le Débarquement en Bretagne du 15 août 1943 au 6 juin 1944, pajenn 256, Dastumadenn Guerres et Conflits, Embannadurioù Astoure, Pleherel, 2011
  8. (fr)Christian Bougeard, Le Choc de la guerre dans les Côtes-du-Nord 1939-1945, Embannadurioù Jean-Paul Gisserot, Ebrel 1995, pajennoù 24 ha 25
  9. (fr)Memorial Genweb