Plourae

Plourae
Ar maerdi.
Ar maerdi.
Anv gallek (ofisiel) Plouray
Bro istorel Bro-Gwened
Melestradurezh
Departamant Mor-Bihan
Arondisamant Pondi
Kanton Gourin
Kod kumun 56170
Kod post 56770
Maer
Amzer gefridi
Michel Morvant
2014-2026
Etrekumuniezh Roue Morvan Kumuniezh
Bro velestradurel Bro Kornôg Kreiz Breizh
Lec'hienn Web (fr)www.plouray.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 1 046 ann. (2020)[1]
Stankter 27 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 08′ 47″ Norzh
3° 23′ 12″ Kornôg
/ 48.1463888889, -3.38666666667
Uhelderioù kreiz-kêr : 197 m
bihanañ 170 m — brasañ 296 m
Gorread 39,09 km²
Lec'hiañ ar gêr
Plourae

Plourae zo ur gumun eus Breizh e kanton Gourin, met e Bro-Wened, hag e departamant ar Mor-Bihan, 12 kilometrad eus bourk Rostrenenn hag 50 kilometrad eus Pondivi. Er c'huzh-heol e tremen ar stêr Ele. Er c'hreisteiz ez eus torgennoù hag a ra an disparti etre red an Ele ha hini an Aer: 296 metr e-kichen Kerroc'h.

  • War lez ar stêr Ele emañ ar gumun.

Kumunioù amezek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Erwan Vallerie ː Ploerae, 1291; Ploerac et Meillonec, 1291; Ploure, 1296; Ploeroy, 1386; Plouray, 1387, 1516; Ploure, 1630; Plouvray ?, 1731

Gerdarzh

  • Diwar « plou » ha Gwray, sant brezhon[2].
  • Melestradurezh: krouet e voe ar gumun e 1790. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet e kanton Langoned; e Bann ar Faoued e oa; dilamet e voe kanton Langoned e 1801 ha lakaet ar gumun e kanton Gourin bet brasaet ha miret gant al lezenn eus an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix; lakaet e voe Plourae en Arondisamant Pondi bet krouet e 1800[3],[4].
  • Mervel a reas 86 gwaz eus ar gumun abalamour d'ar brezel, da lâret eo 4,32 % eus he foblañs e 1911[5].
  • Repuidi-brezel: d'an 10 a viz Even 1940 e oa 450 repuad e Plourae; 32 anezhe n'oant ket distroet d'ar gêr c'hoazh d'ar 1añ a viz Gwenholon 1940[6].
  • D'ar 26 a viz Ebrel 1944 e voe tapet 24 150 Lur en ti-post gant tud eus ar Rezistañs, ha 595 Lur d'an 10 a viz Even 1944[7].
  • Mervel a reas 22 zen ag ar gumun abalamour d'ar brezel, 18 milour ha meur a zen nann-soudard en o mesk: tri a voe lazhet gant bombezadegoù[8] hag ur vaouez a varvas en Auschwitz[9].
  • Strouezheg: fuzuilhet e voe gwazed ag ar Rezistañs d'ar 24 a viz Even 1944 e Rozkev e Lannejenn; barnet e oant bet d'ar marv gant lez-varn al Lu alaman Ar Faoued; 17 e oant, en o mesk c'hwec'h gwaz yaouank eus Blankenberge (Flandrez Belgia), Georges Sandelé, René Mestdagh, Camille De Corte,Raymond Marmenout, Louis Dehenauw ha Jean de Coninck, bet tapet gant an Alamaned p'o doa taget paotred ar strouezheg FTP e Plourae[10]; unan anezhe, Jean de Coninck, gloazet hepken, a c'hell tec'hout. Kuzhet ha sognet e voe gant tud ar vro betek an Dieubidigezh. Daou gorf a zo chomet dianv.
  • Fuzuilhet e voe ur gwaz eus ar gumun e Landordu e Berne, d'ar 6 a viz Gouhere 1944 abalamour d'o ferzh er Rezistañs; barnet e oa bet d'ar marv gant lez-varn al Lu alaman Ar Faoued[11].

Brezelioù didrevadenniñ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • 2010: d'an 13 a viz Du 2010 e voe 2 000 den o vanifestiñ a-enep ar gompagnunezh GDE a fell dezhi douarañ lastez e pradoù ar gumun.

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Ul liac'hven.
  • Iliz katolik Sant Erwan.
  • Monumant ar re varv e-tal an iliz katolik.
  • Plakenn ar re varv (1914-1918) en iliz katolik[13].

Emdroadur ar boblañs abaoe 1793

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Izelvroiz zo o tont da chom war o leve er vro[14].

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Roll maered ar gumun
Mare Anv Strollad Karg
Meurzh 1989 → bremañ Michel Morvant RPR-Unvaniezh evit ul Luskad Poblel
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù.
  • Michel Guillaume, kadoriad Kevredigezh Bretoned Bro Viêtnam.

Ardamezeg ar familhoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
le Bahezre,

aotrounez Kerleno ha Goullo

En argant e leon en gul, krabanet ha teodet en sabel
du Bahuno,

aotrounez Penguily

En sabel e vleiz tremenant en argant leinet gant ur greskenn ivez en argant

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fr)Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
  • (br)Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995

Daveoù ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. (fr)Henri Guiriec, La Région de l'Ellé - bas et haut Ellé, e ti an aozer, h.d., (e galleg), pajenn 21
  3. (fr)Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 277
  4. (fr)Cassini - EHESS - Plourae - Fichenn ar gumun
  5. (fr)Monumant ar re varv
  6. (fr)Association Mémoire du canton du Faouët, 1939-1945 en Centre-Bretagne, Liv'Editions, Ar Faoued, 2004, levrenn I, pajenn 118
  7. (fr)Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 278
  8. (fr)Monumant ar re varv
  9. (fr)memorialgenweb - Monumant ar re varv
  10. (fr)Association Mémoire du canton du Faouët, 39-45 en Centre-Bretagne, pajennoù 219 ha 220, levrenn III, Éditions Liv éditions, Le Faouët, ISBN-10: 2844970966 hag ISBN-13: 978-2844970961 (e galleg)
  11. (fr)René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajennoù 21 ha 22
  12. (fr)Monumant ar re varv
  13. (fr)Memorial Genweb
  14. Environnement-Info