Pokrovsk (Ukraina)

Pokrovsk
kêr en Ukraina
Deiziad krouiñ1880 Kemmañ
Anv ofisielПокровськ Kemmañ
Anv er yezh a orinПокровськ Kemmañ
StadUkraina Kemmañ
Kêr-benn eusPokrovsk Raion, Pokrovsk urban hromada Kemmañ
E tiriadPokrovsk urban hromada Kemmañ
Gwerzhid-eurUTC+02:00, UTC+03:00 Kemmañ
Daveennoù douaroniel48°17′0″N 37°11′0″E Kemmañ
Ezel eusUnvaniezh ar c'hêrioù Baltel Kemmañ
Gevellet gantTulchyn, Kolomyia Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://pokrovsk-rada.gov.ua/ Kemmañ
ArdamezioùQ20075573 Kemmañ
IstorQ25436718 Kemmañ
Map

Pokrovsk (ukraineg : Покровськ, rusianeg : Покровск), eus e anv ofisiel Krasnoarmiisk (ukraineg: Красноармійськ, rusianeg: Красноармейск) (betek 2016) ha Grishino (betek 1934), (rusianeg: Гришино; ukraineg: Гришине) zo ur gêr ha kreizenn velestradurel eus Raion Pokrovsk en Oblast Donetsk, Ukraina. Lec'hiet eo 56 kilometr e biz Donetsk. A-raok 2020 e oa ul lodenn a live Kêr gant un dalvoudegezh rannvroel. 60127 anneziad a oa enni e 2022.[1]

Ti-gar e fin an XIXvet kantved

Pokrovsk a oa bet savet evel Grishino e 1875 diwar urzh ministr trenioù Impalaeriezh Rusia. Aotreet e oa bet da sevel un harz tren da gentañ. Buan e oa bet krouet ur gêr a oa bet anneziet gant 2000 den.[2]

Aloubadeg Ukraina gant Rusia

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Savadurioù e Pokrovsk goude tennoù banner-roketennoù rusian d'ar 15 a viz C'hwevrer 2023

D'ar 7 a viz Eost 2023, e-kerzh Aloubadeg Ukraina gant Rusia, misiloù rusian a oa kouezhet div wech ar gêr,[3] lazhet e oa bet 9 den ha gloazet 82 en un dagadenn doubl.[4]

E miz Gouhere 2024, Rusia en doa bet lakaet da bal aloubiñ kêr Pokrovsk e-kerzh un argadenn nevez.[5] D'ar 15 a viz Eost, Serhii Dobriak, penn melestradurezh milourel kêr Pokrovsk, a embanne e oa an nerzhioù lu rusian da 10 kilometrad diouzh ar gêr nemetken,[6][7][8] ha kemenet en devoa d'an annezidi, dreist-holl ar re gozh hag ar familhoù gant bugale yaouank, da vont kuit.[9][10] D'an 19 a viz Eost, pennoù gouarnamant Ukraina a embanne e vije rediet d'ar familhoù gant bugale yaouank da guitaat ar gêr.[11][12] Ar boblañs a oa bet war ziskenn kalz betek tizhout 36 000 den d'ar 1añ a viz Gwengolo.[13] D'ar 5 a viz Gwengolo, al linenn tren a oa difennet d'an drevourien evit kuitaat ar gêr dre ma oa ar surentez o vont war washaat, kemenet e oa d'an drevourien implij busoù ha ti-gar Pavlohrad. Hervez gouarnour Oblast Donetsk Vadym Filashkin, 26 000 anneziad, gant 1076 bugel, a chom e kêr c'hoazh.[14] E miz Here, ar boblañs a oa istimet da vezañ 13 000.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Чисельність наявного населення України (Istimadur poblañs a-vremañ en Ukraina)
    (uk)
    . State Statistics Service of Ukraine.
  2. Красноармійськ, Красноармійський район, Донецька область » Історія міст і сіл Української РСР
    (ru-RU)
    .
  3. Russian 'double tap' missile strike kills seven near hotel used by journalists. The Guardian (8 a viz Eost 2023).
  4. Smilianets, Vladyslav (8 a viz Eost 2023). Russian missiles kill nine, destroy hotel in eastern Donetsk, Ukraine says. Reuters.
  5. "Russia, adapting tactics, advances in Donetsk and takes more Ukrainian land" (27 a viz Gouhere 2024). 
  6. Russian army approaches Pokrovsk, authorities ask civilians to evacuate.
  7. Occupiers are almost close to Pokrovsk: MMA calls for evacuation | Censor.NET.
  8. Russian forces close in on Pokrovsk, authorities urge residents to evacuate.
  9. Ukrainian residents urged to evacuate eastern town as Russia closes in. BBC News (15 a viz Eost 2024).
  10. Méheut, Constant (16 a viz Eost 2024). "Russia Closes In on Key Eastern Ukrainian City Despite Kursk Incursion", The New York Times. 
  11. Ukraine orders evacuation of city as Russia makes gains.
  12. Ukraine orders families to leave key city of Pokrovsk amid Russian advances.
  13. Kramer, Andrew E. (1añ a viz Gwengolo 2024). With Russia on Its Doorstep, a Ukrainian Town Packs Its Bags. The New York Times.
  14. Court, Elsa (5 a viz Gwengolo 2024). Pokrovsk train station closes for civilian evacuations as security situation deteriorates.