Poltred Ginevra de' Benci

Ginevra de' Benci
Leonardo da Vinci, war-dro 1476
Eoullivadur war goad
38,8 × 36,7 cm
National Gallery of Art
Washington D.C., Stadoù-Unanet Amerika
Kein ar poltred.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Ginevra de' Benci (ganet e 1457) a oa un itron a renk uhel e Firenze er XVvet kantved, ha brudet he spered e-touez he c'henvroiz. Poltredet eo bet gant Leonardo da Vinci. Emañ an daolenn, un eoullivadur war goad, en National Gallery of Art e Washington, D.C., e SUA.

Livet e voe poltred Ginevra de' Benci e 1474 da eñvoriñ hec'h eured gant Luigi Niccolini, pezh a greder abalamour da elfennoù zo en daolenn ha d'ar skrid ouzh ar c'hein. A-drek ar vaouez ez eus ur jenevreg.

Ouzh kein ar poltred ez eus ur barr jenevreg hag ur frazennig VIRTUTEM FORMA DECORAT ("Kened a Gaera Vertuz"), hag en-dro dezhañ ur bodig lore ha palmez . En italianeg e lavarer "ginepro" eus ar jenevreg, ha krediñ a reer eo un arouez eus anv Ginevra. Ouzhpenn da se e oa un arouez a vertuz en amzer an Azginivelezh .

Prenet e voe ar poltred gant an National Gallery of Art en Washington D.C., SUA, en 1967, evit 5 milion a zolaroù, digant Tiegezh Liechtenstein. Honnezh eo an daolenn nemeti gant Leonardo a c'haller gwelout en Amerika. Lamaet eo bet an darn izelañ eus an daolenn, d'ur c'houlz bennak, ha kollet eo bet divvrec'h ha daouarn Ginevra evel-se.

Hervez Giorgio Vasari eo Ginevra de' Benci a weler ivez er murlivadur graet diwar zorn Domenico Ghirlandaio da ziskouez Gweladenn ar Werc'hez Vari d'he c'heniterv Elizabeth en iliz Santa Maria Novella en Firenze.