Pons asinorum (pont an ezen) zo un droienn latin implijet er ventoniezh hag a vez meneget evel ur c'hrennlavar.
Ar matemakikour Euklides a reas gant an droienn en e Stoicheia (Στοιχεῖα), anavezet ivez evel Elementes e latin, diwar-benn delakadenn an tric'hornioù keitgarek : kevatal kenetrezo eo ar c'hornioù a zo e-tal kostezioù kevatal hevelep lunioù.
Hervez ar geriadurour gallek Antoine Furetière,[1] e vez lavaret pons asinorum e galleg eus un diaezamant d'ober skoilh ouzh an dud zizesk.
Chom a ra da c'houzout pe liamm a vefe gant Pont-an-Ezen, karter anavezet eus Brest.