Porthdinllaen zo ur gêriadenn e-kichen Morfa Nefyn e ledenez Llŷn. Aleshont e weler darn eus Yr Eifl pe Eryri. Un davarn zo, "Tŷ Coch", kembraeg a c'haller klevout a-wechoù e-barzh, met kalz Saozon zo ha n'eo ket yezh ar vro a vez gante.