Prenzlauer Berg a zo unan eus karterioù Berlin. Ul lodenn eus arondisamant Pankow eo.
Pa oa rannet ar gêr e oa ur bastell-vro hag e Berlin ar Reter e oa. E 2001 eo bet strollet gant Pankow ha Weißensee en-dro. Ur c’harter ennañ kalz tud yaouank eo.
Adalek an eil lodenn eus an XIXvet kantved e tiorroas Prenzlauer Berg, evel ma weler war steuñvioù ar c’hêraozour James Hobrecht. Er penn-kentañ e voe aozet ar c’harter evit ar renkadoù etre, met dre ma oa anvet ar savadurioù “kazarnioù da feurmiñ” (Mietskasernen) e voe kentoc’h tud desket, arzourien ha studierien az eas da chom ennañ da vare DDR.
Abaoe m’eo bet adstrollet Berlin ez eus bet nevesaet kalz savadurioù, ha hiziv an deiz eo eo kentoc’h renkadoù pinvidik (alamaned ar c’hornôg, estranjourien) a gaver ennañ.
Kalz tud eus DDR ha kalz arzourien a zo chomet memestra, evel ma weler e Kastanienallee, Schönhauser Allee pe c’hoazh Danziger Straße.