Deiziad krouiñ | 1991 |
---|---|
Anv er yezh a orin | Ig Nobel Prize |
Testenn ar ger-stur | Research that first makes you laugh... then think, Raziskave, ki te najprej spravijo v smeh ... potem pa se zamisliš |
Stad | Stadoù-Unanet |
Deroet gant | Annals of Improbable Research |
Bro orin | Stadoù-Unanet |
Prizioù resevet | Heinz Oberhummer Award for Science Communication |
Lec'hienn ofisiel | https://www.improbable.com/ig/winners/ |
Kont war | PayPal |
Reply to | Priz Nobel |
Roll elfennoù | list of Ig Nobel Prize winners, list of Ig Nobel Prize winners from Japan |
Priz Ig Nobel zo ur priz fent roet bep bloaz abaoe 1991 da zek sevenidigezh en enklask skiantel. Ar pal eo enoriñ sevenidigezhioù a laka an dud da c’hoarzhin, ha war-lerc’h, a laka anezho da soñjal. Ur c’hoari-gerioù eo an anv, etre ar Priz Nobel hag ar ger saoznek ignoble, gant ar ster n’eo ket nobl.
Aozet eo ar Priz gant ar gelaouenn skiantel fent Annals of Improbable Resarch ("Bloazdanevelloù an Enklask Diwirheñvel"), ha deroet e vez gant tud o deus bet ur Priz Nobel e-kerzh ul lid en Teatr Sanders, e skol-veur Harvard. Kas a ra ar gounezer ur gentel er Massachusetts Institute of Technology[2].
Krouet e oa bet ar Priz Ig Nobel e 1991 gant Marc Abrahams, unan eus diazezerien ar Journal of Irreproducible Results ("Kazetenn an Disoc’hoù Dieiladus"), ha gantañ e oa bet renet al lidoù bewech. Er bloavezhioù kentañ e oa roet ar prizioù evit dizoloadennoù n’hallont ket, pe ne zlefent ket, bezañ eilet. Deroet e vez dek priz bep bloaz e meur a rummad, re ar Nobelioù en o zouesk evel fizik, kimiezh, medisinerezh, lennegezh ha peoc’h, ha re all ivez, evel yec’hed foran, ijinouriezh, pe bevoniezh.
A-wechoù e vez roet ur priz evit ober goap, evel pa voe deroet daou briz da enklaskoù a-zivout an homeopaterezh, prizioù e « deskadurezh sokial » da velestradurezh an Deskadurezh e stadoù Kansas ha Colorado evit o emzalc’h e-keñver an emdroadur, hag ar priz deroet da Social Text evit bezañ embannet ur pennad hep penn na lost skrivet a-ratozh gant ar fizikour stadunanat Alan Sokal. Peurliesañ avat e sachont an evezh war pennadoù skiantel a zo arvezioù fentus pe dic’hortoz dezho, da skouer ar gavadenn ez eus gant an toulloù du kement tra a zo ret evit bezañ lec’h an Ifern, pe studi efed ar galedigezh war chañsoù gouennadañ ar c’hruged.
D'ar fizikour izelvroat-ha-breizhveuriat Sir Andre Geim eo aet ar priz Ig Nobel e 2000, evit bezañ lakaet ur ran vev da levitañ dre warellerezh, hag ur priz Nobel e fizik e 2010 evit e labour a-zivout perzhioù elektromagnetek ar grafen[3].